9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Deiz ar Pantekost o vezañ erruet, e oant holl a-unvan en hevelep lec'h.
2A-greiz-holl e teuas eus an neñv un trouz bras evel hini un avel o c'hwezhañ gant nerzh, hag e leunias an ti holl e-lec'h ma oant azezet.
3Teodoù evel teodoù tan en em ziskouezas dezho hag en em rannas, hag en em lakajont war bep hini anezho.
4Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz.
5Bez' e oa e Jeruzalem Yuzevien, tud a zouje Doue, eus an holl vroadoù a zo dindan an neñv.
6Pa voe klevet an trouz-se, ul lod bras a dud en em zastumas, hag e voent saouzanet dre ma kleve pep hini anezho o komz en e yezh e-unan.
7Bez' e oant holl souezhet hag en estlamm, o lavarout an eil d'egile: Setu, an dud-se a zo o komz, ha n'int ket holl eus Galilea?
8Penaos e klevomp anezho o komz e yezh ar vro ma'z eo bet ganet pep hini ac'hanomp?
9Parted, Meded, Elamiz, ar re o chom e Mezopotamia, e Judea, e Kapadokia, er Pont, en Azia,
10e Frigia, e Pamfilia, en Ejipt, e douaroù Libia tost ouzh Siren, hag ar re a zo deuet eus Roma, Yuzevien ha prozelited,
11Kretiz hag Arabed, penaos e klevomp anezho o komz en hor yezhoù diwar-benn burzhudoù Doue?
12An holl a oa souezhet ha ne ouient petra da soñjal, o lavarout an eil d'egile: Petra eo kement-se?
13Met re all a rae goap hag a lavare: Leun int gant gwin dous.
14 Met Pêr en em ziskouezas gant an unnek, a savas e vouezh hag a lavaras dezho: Tud Yuzevien ha c'hwi holl a chom e Jeruzalem, gouezit kement-mañ ha selaouit gant evezh va gerioù.
15Rak ar re-mañ n'int ket mezv, evel ma kredit, pa n'eo nemet an trede eur eus an deiz.
16Met kement-mañ eo ar pezh a zo bet lavaret gant ar profed Joel:
17Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù.
18A dra-sur, en deizioù-se e skuilhin eus va Spered war va servijerien ha war va servijerezed, hag e profedint.
19Burzhudoù a ziskouezin d'an nec'h en neñv, ha mirakloù d'an traoñ war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged.
20An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou.
21Hag ec'h erruo penaos piv bennak a c'halvo anv an Aotrou, a vo salvet.
22Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c'halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac'hanoc'h, evel ma ouzoc'h hoc'h-unan,
23an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc'h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc'h eus d'ar marv.
24Doue en deus e adsavet a varv, o vezañ torret ereoù ar marv, dre ma ne oa ket posupl e vije dalc'het gantañ.
25Rak David a lavar diwar e benn: Gwelout a raen bepred an Aotrou dirazon, rak en tu dehou din emañ evit na vin ket brañsellet,
26dre-se va c'halon a zo en em laouenaet ha va zeod en deus tridet gant levenez; ha va c'hig ivez a ziskuizho en esperañs,
27rak ne lezi ket va ene e lec'h ar marv ha n'aotrei ket e welfe da Sant ar vreinadurezh.
28Roet ec'h eus din da anavezout hentoù ar vuhez, va leuniañ a ri a levenez dirak da zremm.
29Tud breudeur, aotreet eo din lavarout deoc'h gant hardizhegezh diwar-benn an uheldad David, penaos eo marv hag eo bet sebeliet. Emañ e vez c'hoazh hiziv en hon touez.
30Met, o vezañ profed hag o c'houzout en doa Doue prometet dezhañ gant le e lakaje Krist da c'henel eus e lignez hervez ar c'hig evit e lakaat da azezañ war e dron,
31o welout kement-se a-raok, e lavaras diwar-benn adsavidigezh Krist da vev, penaos e ene ne vije ket lezet e lec'h ar marv hag e c'hig ne welje ket ar vreinadurezh.
32Doue en deus adsavet a varv ar Jezuz-se, ni a zo holl testoù a gement-se.
33Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ.
34Rak David n'eo ket pignet en neñv, met e lavar e-unan: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din,
35betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
36Ra ouezo holl di Israel eta a-dra-sur penaos en deus Doue graet Aotrou ha Krist ar Jezuz-se hoc'h eus staget ouzh ar groaz.
37O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c'halon, hag e lavarjont da Bêr ha d'an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp?
38Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac'hanoc'h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec'hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.
39Rak ar bromesa a zo evidoc'h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c'halvo an Aotrou hon Doue anezho.
40E kalz a c'herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.
41Ar re eta a zegemeras e c'her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d'an diskibien.
42 Kenderc'hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù.
43Ar spont a grogas e pep hini, hag kalz a vurzhudoù hag a virakloù en em c'hrae dre an ebestel.
44Ar re holl a grede a oa en hevelep lec'h ha pep tra a oa kumun etrezo.
45Gwerzhañ a raent o zraoù hag o madoù, hag e lodennent anezho d'an holl, hervez an ezhomm en doa pep hini.
46Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d'egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon,
47o veuliñ Doue hag o vezañ dudius d'an holl bobl. An Aotrou a greske bemdez an Iliz gant an dud a oa salvet.