9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Goude bezañ en em saveteet, ec'h anavezjont e oa Malta anv an enezenn.
2An annezerien a ziskouezas en hor c'heñver ur vadelezh dreist-ordinal. Rak enaouiñ a rejont un tan hag hon degemerjont holl, abalamour d'ar glav a gouezhe ha d'ar yenijenn.
3Paol a zastumas un toullad briñsoù hag o lakaas en tan. Un naer-wiber a zeuas er-maez abalamour d'an tommder hag en em stagas ouzh e zorn.
4Pa welas an annezerien al loen-se a-ispilh ouzh e zorn, e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez an den-se a zo ur muntrer, peogwir, goude bezañ bet saveteet eus ar mor, ar Reizhder ne fell ket dezhañ e vevfe.
5Met o vezañ hejet al loen en tan, n'en doe droug ebet a gement-se.
6Int a soñje dezho e teuje da goeñviñ pe da gouezhañ raktal marv, met o vezañ gortozet pell hag o welout ne c'hoarveze droug ebet gantañ, e kemmjont o soñj hag e lavarjont e oa un doue.
7Bez' e oa el lec'h-se douaroù an den kentañ eus an enezenn, anvet Publiuz. Hemañ hon degemeras hag hol lojas gant madelezh e-pad tri devezh.
8Setu ma oa tad Publiuz en e wele, klañv gant an derzhienn ha gant ar red-kof. Paol a antreas d'e gavout, a bedas, a lakaas e zaouarn warnañ hag a yac'haas anezhañ.
9Kement-se o vezañ c'hoarvezet, an holl re a oa klañv en enezenn a zeuas hag a voe yac'haet.
10Enorioù bras a rejont ivez deomp ha, pa'z ejomp kuit, e rojont kement hon doa ezhomm.
11 Tri mizvezh goude, e lestrjomp war ur vatimant eus Aleksandria he doa tremenet ar goañv en enezenn hag he doa evit asagn: An Dioskouroi (= ar vreudeur c'hevell).
12O vezañ douaret e Sirakuze, e chomjont tri devezh.
13Ac'hane e hedjomp an aod hag e teujomp da Rejio. An deiz war-lerc'h, avel ar c'hreisteiz a savas hag e teujomp e daou zevezh da Bouzol.
14Kavout a rejomp eno breudeur a bedas ac'hanomp da chom ganto seizh devezh. Hag evel-se ez ejomp etrezek Rom.
15Ac'hane, ar vreudeur o vezañ klevet komz diwar hor penn a zeuas a-raok deomp betek Marc'had-Apiuz hag an Teir-Zavarn. Paol, o welout anezho, a drugarekaas Doue hag a voe kalonekaet.
16Pa'z omp erruet e Rom, ar c'hantener a lakaas ar brizonidi etre daouarn prefed ar pretordi. Met da Baol e voe aotreet chom en e di e-unan, gant ur soudard a ziwalle anezhañ.
17Tri devezh goude, Paol a zastumas ar re gentañ eus ar Yuzevien ha, pa voent bodet, e lavaras dezho: Tud breudeur, petra bennak ma ne'm eus graet netra a-enep ar bobl nag a-enep gizioù hon tadoù, on bet taolet er prizon e Jeruzalem ha lakaet etre daouarn ar Romaned.
18Goude bezañ graet goulennoù start ouzhin, e felle dezho va leuskel dre ma ne'm eus graet netra a vefe din a varv.
19Met ar Yuzevien a enebas hag e voe ret din ober galv da Gezar, hep kaout soñj da damall va broad.
20Evit kement-se eo em eus goulennet ho kwelout ha komz ganeoc'h, rak abalamour da esperañs Israel eo ez on ereet gant ar chadenn-mañ.
21Respont a rejont dezhañ: N'hon eus resevet lizher ebet eus Judea diwar da benn ha n'eus deuet breur ebet hag en defe da damallet pe lavarout droug ac'hanout,
22met hon eus c'hoant da glevout ganit petra eo da soñjoù, rak diwar-benn ar sektenn-se ec'h ouzomp e komzer a-enep dezhi e pep lec'h.
23O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc'h d'e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.
24Darn a gredas ar pezh a lavare ha darn all ne gredjont ket.
25Evel na oant ket a-unvan kenetrezo, en em dennjont goude m'en doe Paol lavaret ar gomz-mañ: Ar Spered-Santel en deus komzet mat d'hon tadoù dre ar profed Izaia,
26pa en deus lavaret: Kae etrezek ar bobl-mañ ha lavar: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.
27Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.
28Gouezit eta penaos ar silvidigezh a Zoue a zo kaset d'ar baganed hag int a selaouo.
29Goude m'en doe lavaret kement-se, ar Yuzevien a yeas kuit, gant un tabut bras kenetrezo.
30Paol a chomas daou vloavezh leun en un ti en doa feurmet evitañ e-unan. Hag e tegemere ar re holl a zeue d'e gavout,
31o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.