7 Many waters cannot quench love, neither can the floods drown it: if a man would give all the substance of his house for love, it would utterly be contemned.
1 Pêr ha Yann a bigne a-unan d'an templ da eur ar bedenn, da lavarout eo an navet eur.
2Bez' eo oa un den kamm adalek e c'hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ.
3O welout Pêr ha Yann o vont da antreal en templ, e c'houlennas diganto an aluzen.
4Pêr, o virout e zaoulagad paret warnañ, kenkoulz ha Yann, a lavaras: Sell ouzhimp!
5Sellout a reas gant evezh outo, o c'hortoz kaout un dra bennak diganto.
6Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Ne'm eus nag arc'hant nag aour, met ar pezh am eus, a roan dit: en anv Jezuz-Krist a Nazared, sav ha kerzh!
7O vezañ e gemeret gant e zorn dehou, e savas anezhañ. Kerkent e zaoudroad hag e zaouufern a startaas.
8O lammat e savas en e sav hag e kerzhas. Mont a reas ganto en templ, o kerzhout, o lammat hag o veuliñ Doue.
9An holl bobl a welas anezhañ o kerzhout hag o veuliñ Doue.
10Hag ec'h anavezjont e oa hennezh an hini a oa azezet ouzh Dor Gaer an templ evit goulenn an aluzen. Leuniet e voent a estlamm hag a souezh eus ar pezh a oa c'hoarvezet gantañ.
11Evel na guitae ket Pêr ha Yann an den kamm a oa bet yac'haet, an holl bobl souezhet a zeredas d'o c'havout d'ar porched anvet Salomon.
12 Pêr, o welout kement-se, a lavaras d'ar bobl: Tud Israel, perak oc'h souezhet a gement-mañ? Perak e virit ho taoulagad paret warnomp, evel pa vefe dre hor galloud hon-unan pe dre hon doujañs-Doue hor befe lakaet an den-mañ da gerzhout?
13Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoù, en deus roet gloar d'e vugel Jezuz, an hini hoc'h eus droukroet ha dinac'het dirak Pilat, petra bennak m'en doa hemañ barnet e tlee bezañ laosket kuit.
14Dinac'het hoc'h eus ar Sant hag ar Reizh, ha goulennet hoc'h eus e vefe laosket deoc'h ur muntrer.
15Lakaet hoc'h eus d'ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.
16Dre ar feiz en e anv eo, en deus e anv startaet an den-mañ a welit hag a anavezit, hag ar feiz ennañ eo, he deus roet d'an den-mañ ar yec'hed peurvat-se dirazoc'h holl.
17Bremañ, breudeur, gouzout a ran hoc'h eus graet kement-se dre ziouiziegezh, kenkoulz hag ho pennoù.
18Met evel-se en deus Doue graet ar pezh en doa diouganet dre c'henoù e holl brofeded, penaos e tlee ar C'hrist gouzañv poan.
19Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec'hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,
20ha ma kaso an hini a zo bet disklêriet deoc'h a-raok, Jezuz-Krist,
21a dle an neñv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c'henoù e holl brofeded santel abaoe pell amzer.
22Rak Moizez en deus lavaret d'hon tadoù: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h a-douez ho preudeur ur profed eveldon, selaouit anezhañ e kement a lavaro deoc'h,
23ha piv bennak ne selaouo ket ar profed-se a vo distrujet eus a-douez ar bobl.
24An holl brofeded o deus komzet abaoe Samuel hag ar re a zo deuet goude, o deus diouganet an deizioù-mañ.
25C'hwi a zo mibien ar brofeded hag eus an emglev en deus Doue graet gant hon tadoù, o lavarout da Abraham: Holl bobloù an douar a vo benniget en da lignez.
26Evidoc'h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d'ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac'hanoc'h eus e fallagriezh.