7 Many waters cannot quench love, neither can the floods drown it: if a man would give all the substance of his house for love, it would utterly be contemned.
1 Ar beleg-meur a lavaras: Hag evel-se eo emañ an traoù?
2Eñ a lavaras: Tud breudeur ha tadoù, selaouit. An Doue a c'hloar en em ziskouezas da Abraham hon tad pa oa e Mezopotamia, a-raok ma chomas e Charan,
3hag e lavaras dezhañ: Kae er-maez eus da vro hag eus da gerentiezh, ha deus d'ar vro a ziskouezin dit.
4Neuze ez eas er-maez eus bro ar C'haldeiz hag e teuas da chom e Charan. Ac'hane, goude ma voe marv e dad, eñ a zegasas anezhañ d'ar vro-mañ e-lec'h ma chomit bremañ.
5Ne roas dezhañ hêrezh ebet enni, na zoken peadra da lakaat e droad warnañ, met prometiñ a reas he reiñ dezhañ ha d'e lignez war e lerc'h, petra bennak n'en doa bugel ebet.
6Doue a lavaras dezhañ penaos e lignez a chomje en un douar estren e-pad pevar c'hant vloaz, a vije lakaet da sklaved hag a vije gwallgaset.
7Met me a varno ar vroad ma vint bet sklavourien dindani, a lavaras Doue, ha goude-se ez aint er-maez hag e servijint ac'hanon el lec'h-mañ.
8Emglev an amdroc'h a roas dezhañ. Evel-se e voe tad da Izaak hag ec'h amdroc'has anezhañ d'an eizhvet deiz, hag Izaak a voe tad da Jakob, ha Jakob tad d'an daouzek uheldad.
9An uheldadoù, dre warizi, a werzhas Jozef evit an Ejipt, met Doue a voe gantañ.
10Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c'hlac'haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c'houarnour war Ejipt ha war e holl di.
11Met ec'h erruas un naonegezh vras en Ejipt holl hag e Kanaan, hag un dienez vras. Ne gave ket hon tadoù a voued.
12Jakob a glevas e oa ed en Ejipt hag a gasas di hon tadoù ur wech kentañ.
13Hag an eil gwech e voe Jozef anavezet gant e vreudeur, ha Faraon a ouias tiegezh Jozef.
14Jozef a gasas da gerc'hat Jakob e dad hag e holl gerentiezh, a oa anezho pemzek ha tri ugent.
15Jakob a ziskennas en Ejipt hag a varvas eno, eñ hag hon tadoù.
16Dezouget e voent da Sichem ha lakaet er bez en doa Abraham prenet gant arc'hant digant mibien Hemor eus Sichem.
17Met evel ma tostae amzer ar bromesa en doa graet Doue gant le da Abraham, ar bobl a vrasaas hag a greskas en Ejipt,
18betek ma teuas ur roue all n'en doa ket anavezet Jozef.
19Hemañ, oc'h implijout troidellerezh a-enep hor gouenn, a waskas kalet hon tadoù betek lakaat anezho da zilezel o bugale evit na vijent ket dalc'het e buhez.
20En amzer-se e voe ganet Moizez, a oa brav dirak Doue. Maget e voe e-pad tri miz e ti e dad
21hag, o vezañ bet dilezet, merc'h Faraon a gemeras anezhañ hag a vagas anezhañ evel he mab hec'h-unan.
22Moizez a voe kelennet en holl furnez an Ejiptiz. Galloudek e oa en e c'herioù hag en e oberoù.
23Pa voe oadet a zaou-ugent vloaz, e teuas c'hoant en e galon da vont da welout e vreudeur, mibien Israel.
24O welout e wallgased unan anezho, e kemeras e zifenn hag e veñjas an hini a oa graet droug dezhañ en ur skeiñ gant an Ejipsian.
25Krediñ a rae e teuje e vreudeur da gompren e tegase Doue dezho an dieubidigezh dre e zorn, met ne gomprenjont ket.
26An deiz war-lerc'h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec'h alias anezho da vezañ e peoc'h o lavarout: Tud, breudeur oc'h, perak en em wallgasit an eil egile?
27Met an hini a wallgase e nesañ a vountas anezhañ o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp?
28Ha fellout a ra dit va lazhañ, evel ma ec'h eus lazhet dec'h an Ejipsian?
29Pa glevas Moizez ar gomz-se, e tec'has kuit hag e chomas evel diavaeziad e bro Vadian, e-lec'h ma voe tad da zaou vab.
30Daou-ugent vloaz goude, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ e lec'h distro Menez Sinai, e flamm ur vodenn entanet.
31Pa welas Moizez anezhañ, e voe souezhet eus an emziskouezidigezh hag, evel ma tostae evit sellout outi, mouezh an Aotrou a zeuas dezhañ:
32Me eo Doue da dadoù, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. Moizez, o krenañ holl, ne grede ket sellout.
33An Aotrou a lavaras dezhañ: Lam da sandalennoù diouzh da dreid, rak al lec'h m'emaout warnañ a zo un douar santel.
34Gwelet pizh em eus glac'har va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus o c'hlemmoù hag on diskennet d'o dieubiñ. Deus bremañ, hag e kasin ac'hanout en Ejipt.
35Ar Moizez-se, o doa taolet kuit o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? hennezh eo an hini a voe kaset gant Doue da vestr ha da zieuber dre zorn an ael a oa en em ziskouezet dezhañ er vodenn.
36Hennezh eo an hini o zennas er-maez, oc'h ober burzhudoù ha mirakloù e bro-Ejipt, er Mor Ruz hag el lec'h distro, e-pad daou-ugent vloaz.
37Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhañ.
38Eñ eo an hini a oa er vodadenn el lec'h distro, gant an ael a gomze outañ war Venez Sinai, ha gant hon tadoù, hag a resevas gerioù a vuhez evit o reiñ deomp.
39Hon tadoù ne fellas ket dezho sentiñ outañ, met e daoljont kuit hag e tistrojont o galon en Ejipt,
40o lavarout da Aaron: Gra deomp doueoù a gerzho a-raok deomp, rak evit ar Moizez-se en deus hon tennet eus Ejipt, n'ouzomp ket petra a zo c'hoarvezet gantañ.
41Ober a rejont ul leue en deizioù-se, kinnig a rejont un aberzh d'an idol hag en em laouenajont eus labour o daouarn.
42Met Doue a zistroas diouto hag o lakaas da servijañ armead an neñv, evel ma'z eo skrivet e levr ar brofeded: Ti Israel, ha din-me eo hoc'h eus kinniget profoù-loened hag aberzhoù e-pad daou-ugent vloaz el lec'h distro?
43Douget hoc'h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc'h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac'hanoc'h en tu all da Vabilon.
44Tabernakl an Testeni a zo bet gant hon tadoù el lec'h distro, evel m'en doa urzhiet an hini en doa lavaret da Voizez e ober hervez an doare m'en doa gwelet.
45Hon tadoù, o vezañ e gemeret, a zegasas anezhañ ganto dindan renerezh Jozue, er vro a oa perc'hennet gant ar broadoù a voe argaset a-ziaraok hon tadoù gant Doue, betek deizioù David.
46Eñ a gavas trugarez dirak Doue hag a c'houlennas sevel ur chomlec'h da Zoue Jakob,
47met Salomon eo a savas un ti dezhañ.
48Met an Uhel-Meurbet ne chom ket en temploù graet gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profed:
49An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, eme an Aotrou, ha pehini a vo lec'h va diskuizh.?
50Ha n'eo ket va dorn en deus graet an holl draoù-se?
51Tud a c'houzoug reut, diamdroc'h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C'hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù.
52Pehini eo ar profed n'o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc'h eus droukroet bremañ hag hoc'h eus drouklazhet.
53Resevet hoc'h eus al lezenn dre servij an aeled ha n'hoc'h eus ket he miret!
54O klevout ar c'homzoù-se, e oant leuniet a fulor en o c'halonoù hag e c'hrigoñsjont o dent a-enep dezhañ.
55Met, leun eus ar Spered-Santel hag e zaoulagad savet war-zu an neñv, e welas gloar Doue ha Jezuz en e sav a-zehou da Zoue,
56hag e lavaras: Setu, e welan an neñvoù digor ha Mab an den en e sav a-zehou da Zoue.
57 O leuskel kriadennoù bras, e stouvjont o divskouarn hag en em daoljont holl asambles warnañ.
58O stlejañ anezhañ er-maez eus kêr, e veinatajont anezhañ. An testoù a lakaas o gwiskamantoù ouzh treid un den yaouank anvet Saol.
59Int a veinataas Stefan, a bede hag a lavare: Aotrou Jezuz, degemer va spered!
60O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec'hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.