9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Petra eta eo dreistelezh ar Yuzevien? Pe, petra eo talvoudegezh an amdroc'h?
2Bras eo e pep doare, dreist-holl dre ma'z eo bet fiziet enno diouganoù Doue.
3Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n'o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?
4N'eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma'z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c'hounezi da abeg pa vi barnet.
5Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud.
6N'eo ket! Anez, penaos e varnfe Doue ar bed?
7Ha mar deu gwirionez Doue da lugerniñ muioc'h evit e c'hloar dre va gaou, perak ez on c'hoazh barnet evel ur pec'her?
8Perak ne reomp ket an droug evit m'en em gavfe ar mad a gement-se, evel ma'z eus hiniennoù a dest e lavaromp, en ur zroukkomz ac'hanomp? Kondaonidigezh an dud-se a zo reizh.
9 Petra eta? Ha gwelloc'h ez omp-ni? Tamm ebet. Rak diskouezet hon eus penaos emañ an holl, Yuzevien ha Gresianed, dindan ar pec'hed,
10hervez ma'z eo skrivet: N'eus den reizh ebet, nann, hini ebet,
11n'eus den hag en deus skiant, n'eus den hag a glask Doue,
12an holl a zo en em zianket, an holl a zo en em lousaet asambles, n'eus hini anezho hag a ra ar mad, n'eus hini ebet.
13O gouzoug a zo ur bez digor, lakaet o deus o zeod da servijañ da douellerezh, ur binim a naer-aspig a zo dindan o muzelloù,
14o genoù a zo leun a vallozh ha c'hwervoni,
15skañv eo o zreid da skuilhañ ar gwad,
16ar glac'har hag ar gwalleur a zo war o hentoù,
17n'o deus ket anavezet hent ar peoc'h,
18n'emañ ket doujañs Doue dirak o daoulagad.
19Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d'ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
20Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec'hed.
21 Met bremañ reizhder Doue a zo bet diskuliet hep al lezenn, al lezenn hag ar brofeded o reiñ testeni dezhañ,
22reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n'eus diforc'h ebet,
23peogwir o deus holl pec'het, ha ma tioueront gloar Doue,
24ha ma'z int reishaet evit netra dre e c'hras, dre an dasprenadur a zo e Jezuz-Krist,
25eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da vezañ un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder dre ar pardon eus ar pec'hedoù graet diagent e-pad deizioù pasianted Doue,
26evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz.
27Pelec'h eta emañ an abeg d'en em reiñ gloar? Kaset eo kuit. Dre beseurt lezenn? Dre hini an oberoù? Nann, met dre lezenn ar feiz.
28Dre-se eta e lavaromp ez eo reishaet an den dre ar feiz, hep oberoù al lezenn.
29Doue, ha bez' eo hepken Doue ar Yuzevien? Ha n'eo ket ivez hini ar baganed? Ya, bez' eo ivez hini ar baganed,
30rak bez' ez eus un Doue hepken a reishaio an amdroc'hidi dre ar feiz hag ar re ziamdroc'h dre ar feiz.
31Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N'eo ket! Er c'hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.