9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Breudeur, ne fell ket din e vefec'h hep gouzout eo bet hon tadoù holl dindan ar goabrenn, o deus tremenet holl a-dreuz ar mor,
2int bet holl badezet dindan Moizez er goabrenn hag er mor,
3o deus debret holl eus an hevelep boued speredel,
4hag o deus evet holl eus an hevelep evaj speredel, rak evañ a raent eus ar roc'h speredel a heulie anezho, hag ar roc'h-se a oa Krist.
5Met Doue ne gavas ket e blijadur e darn vuiañ anezho rak kouezhañ a rejont el lec'h distro.
6Hag an traoù-se a zo c'hoarvezet evit servijañ da skouer deomp, evit na c'hoantaimp ket traoù fall evel ma c'hoantajont-int.
7Na zeuit ket da vezañ idolourien evel ma voe hiniennoù anezho, hervez ma'z eo skrivet: Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont d'en em laouenaat.
8Na reomp ket a hudurniezh evel ma reas traoù hudur hiniennoù anezho, hag e kouezhas tri mil warn-ugent anezho en hevelep devezh.
9Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.
10Na c'hrozmolit ket evel ma c'hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer.
11An holl draoù-se a c'hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d'an amzerioù diwezhañ.
12Evel-se an hini a gred bezañ en e sav, ra ziwallo da gouezhañ
13Temptadur ebet n'eo deuet deoc'h ha na vefe ket kumun d'an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d'ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c'hellot e c'houzañv.
14 Dre-se, va re garet-mat, tec'hit diouzh an idolerezh.
15Komz a ran deoc'h evel da dud a skiant. Barnit hoc'h-unan ar pezh a lavaran.
16An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?
17Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n'omp nemet ur c'horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara.
18Sellit ouzh Israel hervez ar c'hig. Ar re a zebr aberzhoù, ha n'o deus ket kenunvaniezh gant an aoter?
19Petra a lavaran eta? Ez eo an idol un dra bennak? Pe ez eo ar pezh a zo aberzhet d'an idol un dra bennak.
20Met e lavaran penaos ar pezh a vez aberzhet gant ar baganed, en aberzhont d'an diaouled ha nann da Zoue. Ha ne fell ket din ho pefe kenunvaniezh gant an diaouled.
21Ne c'hellit ket evañ hanaf an Aotrou hag hanaf an diaouled. Ne c'hellit ket kemer lod ouzh taol an Aotrou hag ouzh taol an diaouled.
22Ha fellout a ra deomp hegasiñ gwarizi an Aotrou? Ha kreñvoc'h ez omp egetañ?
23 Pep tra a zo aotreet din, met pep tra n'eo ket talvoudus. Pep tra a zo aotreet din, met pep tra ne genteilh ket.
24Ra ne glasko den e vad e-unan, met ra glasko pep hini mad ar re all.
25Debrit eus kement a werzher er gigerezh hep ober goulenn ebet en abeg d'ar goustiañs,
26rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.
27Mar ped un den difeiz ac'hanoc'h, ha mar fell deoc'h mont gantañ, debrit eus ar pezh a vo lakaet dirazoc'h, hep goulenn netra en abeg d'ar goustiañs.
28Met mar lavar unan bennak deoc'h: An dra-mañ a zo bet aberzhet d'an idoloù, na zebrit ket abalamour d'an hini en deus roet deoc'h an ali-se hag en abeg d'ar goustiañs, rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.
29Met ar goustiañs a lavaran n'eo ket da hini met koustiañs egile. Rak abalamour da betra e vefe barnet va frankiz gant koustiañs unan all?
30Mar debran en ur drugarekaat, perak e vefen tamallet evit un dra a drugarekaan evitañ?
31Pe eta e tebrit, pe ec'h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.
32Na roit ket da gavout tamall, na d'ar Yuzevien, na d'ar C'hresianed, na da Iliz Doue,
33eveldon me ivez a fell din plijout d'an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.