1 E-keñver an donezonoù speredel, ne fell ket din, breudeur, e vefec'h diouiziek.
2Gouzout a rit penaos pa oac'h paganed, e oac'h douget d'an idoloù mut, hervez ma oac'h renet.
3Dre-se e tisklêrian deoc'h penaos den ebet hag a gomz dre Spered Doue ne lavar: Jezuz a zo milliget! Ha den ne c'hell lavarout: Jezuz a zo an Aotrou! nemet dre ar Spered-Santel.
4Bez' ez eus donezonoù disheñvel, met nemet ur Spered,
5bez' ez eus ministrerezhioù disheñvel, met nemet un Aotrou,
6bez' ez eus oberoù disheñvel, met nemet un Doue a ra an holl draoù en holl.
7Roet eo an emziskouez eus ar Spered da bep hini evit hon talvoudegezh.
8Rak da unan eo roet dre ar Spered ar ger a furnez, da unan all ar ger a ouiziegezh dre an hevelep Spered,
9da unan all ar feiz dre an hevelep Spered, da unan all an donezonoù da yac'haat dre an hevelep Spered,
10da unan all oberiañs ar mirakloù, da unan all ar brofediezh, da unan all merzadenn ar speredoù, da unan all liested ar yezhoù, da unan all jubennadur ar yezhoù.
11Met un hevelep Spered hepken a oberi an holl draoù-se, en ur lodennañ anezho da bep hini evel ma fell dezhañ.
12 Rak evel ma'z eo unan ar c'horf ha ma en deus meur a ezel, hag evel ma ra holl izili ar c'horf, petra bennak ma'z int kalz, ur c'horf hepken, evel-se ivez emañ eus Krist.
13Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezañ ur c'horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklavourien, pe tud frank, hag holl hon eus bet douraet en ur Spered hepken.
14Hag ar c'horf n'eo ket graet eus un ezel hepken, met eus kalz.
15Ma lavarfe an troad: Dre ma n'on ket un dorn n'on ket eus ar c'horf, ha ne vefe ket evit-se eus ar c'horf?
16Ha ma lavarfe ar skouarn: Dre ma n'on ket al lagad n'on ket eus ar c'horf, ha ne vefe ket evit-se eus ar c'horf?
17Ma vefe an holl gorf lagad, pelec'h e vefe ar c'hleved? Ma vefe an holl gorf kleved, pelec'h e vefe ar c'hwesha?
18Met bremañ Doue en deus lakaet pep ezel er c'horf evel ma'z eo bet plijet gantañ.
19Ma vefent holl un ezel hepken, pelec'h e vefe ar c'horf?
20Evel-se eta ez eus meur a ezel met ur c'horf hepken.
21Al lagad ne c'hell ket lavarout d'an dorn: Ne'm eus ket ezhomm ac'hanout, na kennebeut ar penn lavarout d'an treid: Ne'm eus ket ezhomm ac'hanoc'h.
22Met er c'hontrol, an izili hag en em ziskouez an dinerzhañ a zo ret,
23hag ar re a gavomp an nebeutañ enorus er c'horf, a wiskomp gant ar brasañ enor. Evel-se eo ar re zivalavañ eo ar re muiañ enoret,
24e-lec'h ar re a zo a-zoare n'o deus ket ezhomm a gement-se. Doue en deus graet ar c'horf en un doare ma en deus roet muioc'h a enor d'an hini en doa ezhomm,
25evit na vo ket dizunaniezh er c'horf, met m'o devo an izili ur preder heñvel an eil ouzh egile.
26P'en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.
27C'hwi a zo korf Krist ha c'hwi a zo e izili, pep hini evit e lod.
28Doue en deus lakaet en Iliz da gentañ an ebestel, d'an eil ar brofeded, d'an trede an doktored, goude ar re a ra mirakloù, ha goude-se ar re o deus an donezonoù da yac'haat, da sikour, da c'houarn, da gomz meur a yezh.
29Hag ebestel eo an holl? Ha profeded eo an holl? Ha doktored eo an holl? Ha mirakloù a ra an holl?
30Hag o deus an holl an donezonoù da yac'haat? Hag e komz an holl e yezhoù? Hag e jubenn an holl ar yezhoù?
31Met c'hoantait gant gred an donezonoù gwellañ. Hag emaon o vont da ziskouez deoc'h un hent eus ar c'hentañ.