1 Breudeur, ne'm eus ket gallet komz deoc'h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist.
2Roet em eus deoc'h laezh da evañ ha nann boued fetis, rak ne oac'h ket c'hoazh gouest d'e zegemer. Ha bremañ zoken ne c'hellit ket, dre ma'z oc'h c'hoazh kigel.
3Rak pa'z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n'oc'h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?
4Pa lavar unan: Me a zo da Baol! Hag egile: Me da Apolloz! Ha n'oc'h ket kigel?
5Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc'h eus kredet drezo hervez m'en deus an Aotrou roet da bep hini?
6Me am eus plantet, Apolloz en deus douret, met Doue en deus lakaet da greskiñ,
7evel-se an hini a blant n'eo netra, nag an hini a zoura, met Doue a laka da greskiñ.
8An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c'hopr e-unan hervez e labour e-unan.
9Rak ni a zo oberourien gant Doue. C'hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.
10Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ.
11Rak den ne c'hell lakaat un diazez all eget an hini a zo bet lakaet, da lavarout eo Jezuz-Krist.
12Mar mañson unan bennak war an diazez-se gant aour, arc'hant, mein prizius, koad, foenn, soul,
13labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.
14Mar chom en e sav al labour en devo unan bennak savet, e resevo ur gopr.
15Mar dev labour unan bennak, e c'houzañvo ar c'holl. Eñ a vo salvet, met evel a-dreuz an tan.
16Ha n'ouzoc'h ket ez oc'h templ Doue hag emañ Spered Doue o chom ennoc'h?
17Mar distruj unan bennak templ Doue, Doue en distrujo, rak templ Doue a zo santel ha c'hwi eo kement-se.
18N'en em dromplo den e-unan. Mar soñj unan bennak ac'hanoc'h bezañ fur er c'hantved-mañ, ra zeuio da vezañ foll evit dont da vezañ fur.
19Furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre.
20Ha c'hoazh: An Aotrou a anavez penaos soñjoù ar re fur a zo aner.
21Ra ne lakaio den eta e c'hloar en dud, rak an holl draoù a zo deoc'h,
22pe Paol, pe Apolloz, pe Kefaz, pe ar bed, pe ar vuhez, pe ar marv, pe an traoù a-vremañ, pe an traoù da zont,
23an holl draoù a zo deoc'h, ha c'hwi a zo da Grist, ha Krist a zo da Zoue.