10 Be it known unto you all, and to all the people of Israel, that by the name of Jesus Christ of Nazareth, whom ye crucified, whom God raised from the dead, even by him doth this man stand here before you whole.
1Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d'an holl sent a zo en Akaia a-bezh:
2Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
3 Benniget ra vo Doue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, Tad an trugarezioù hag an Doue a bep frealz,
4hor frealziñ a ra en hon holl c'hlac'haroù, evit ma c'hellimp frealziñ ar re holl a zo en ur glac'har bennak dre ar frealz a resevomp hon-unan digant Doue.
5Rak evel ma fonn poanioù Krist ennomp, evel-se hor frealz a fonn dre Grist.
6Pa'z omp glac'haret, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh, a zo kaset da benn dre ar basianted da c'houzañv an hevelep poanioù hag ar re a c'houzañvomp ni ivez. Pa'z omp frealzet, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh.
7Hag an esperañs hon eus en ho keñver a zo start, oc'h anavezout penaos pa hoc'h eus lod er poanioù, ho po ivez lod er frealz.
8Rak, breudeur, ne fell ket deomp n'oufec'h ket diwar-benn ar glac'har a zo deuet deomp en Azia, penaos omp bet gwall vec'hiet, dreist hon nerzh, en hevelep doare m'hon doa zoken kollet an esper da zerc'hel hor buhez.
9Hag en em sellemp hon-unan evel tud kondaonet d'ar marv, evit na lakajemp ket hor fiziañs ennomp hon-unan, met e Doue a adsav a varv.
10Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac'hanomp c'hoazh.
11Sikouret omp ivez ganeoc'h dre ho pedennoù evidomp, evit ma teuio ar c'hras hon eus resevet dre meur a hini da vezañ anavezet dre an trugarez a raio meur a hini diwar hor penn.
12 Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c'houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.
13Rak ne skrivomp deoc'h netra all nemet ar pezh a lennit hag ivez a anzavit. Esperout a ran en anzavot betek an diwezh,
14evel ma hoc'h eus ivez anzavet un tamm ez omp ho kloar, hag evel ma viot ivez hon hini e deiz an Aotrou Jezuz.
15Er fiziañs-se eo e c'hoantaen da gentañ mont d'ho kavout evit m'ho pije un eil gras,
16neuze tremen eus ho pro e Makedonia, ha goude eus Makedonia distreiñ d'ho kavout, ha bezañ ambrouget ganeoc'h e Judea.
17Met hag em eus graet dre skañvadurezh pa em eus soñjet kement-se, pe ar pezh a soñjan, bez' eo hervez ar c'hig en hevelep doare ma vez ennon ar "ya, ya" hag an "nann, nann"?
18Met Doue a zo feal, hag ar ger hoc'h eus resevet diganeomp n'eo ket bet "ya" ha "nann".
19Rak Jezuz-Krist, Mab Doue, an hini a zo bet prezeget deoc'h ganeomp, ganin-me, gant Silvan, gant Timote, n'eo ket bet "ya" ha "nann", met bet eo "ya" ennañ.
20Holl bromesaoù Doue a zo "ya" ennañ hag "Amen" ennañ, evit gloar Doue drezomp.
21An hini en deus hon nerzhet ganeoc'h e Krist hag en deus hon olevet eo Doue,
22en deus hor siellet hag en deus roet deomp en hor c'halonoù arrez ar Spered.
23Ha kemer a ran Doue da dest war va ene, penaos evit hoc'h espern eo n'on ket aet c'hoazh da Gorint,
24n'eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d'ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.