1 Plijus e vefe din hag e c'hellfec'h gouzañv un tamm va follentez; ya, me ho ped, gouzañvit ac'hanon.
2Rak me a zo gwarizius ac'hanoc'h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac'hanoc'h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc'hez c'hlan.
3Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d'en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.
4Rak mar deufe unan bennak da brezeg deoc'h ur Jezuz all disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget, pe mar resevfec'h ur Spered all disheñvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, pe un Aviel all disheñvel diouzh an hini hoc'h eus degemeret, en gouzañvfec'h mat.
5Met krediñ a ran n'on bet e netra izeloc'h eget ar wellañ ebestel.
6Mar d-on evel un den izel e-keñver ar gomz, n'on ket e-keñver an anaoudegezh. En em roet hon eus da anavezout en ho touez e pep doare hag en holl draoù.
7Ha graet em eus ur pec'hed oc'h en em izelaat va-unan evit ma vijec'h uhelaet, en ur brezeg deoc'h evit netra Aviel Doue?
8Diwisket em eus Ilizoù all, o resev diganto ur gopr evit ho servijañ.
9Pa'z on bet en em gavet en ezhomm en ho touez, n'on bet ur bec'h da zen ebet, rak ar vreudeur deuet eus Makedonia o deus pourvezet d'ar pezh a vanke din. En holl draoù ez on en em ziwallet da vezañ ur bec'h deoc'h hag en em virin.
10Dre wirionez Krist a zo ennon, ne vo ket lamet diganin al lec'h a c'hloar-se e broioù eus Akaia.
11Perak? Dre ma n'ho karan ket? Doue a oar.
12Met e ran kement-se hag henn ober a rin c'hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezañ kavet eveldomp en traoù a dennont gloar diouto.
13Rak hevelep tud a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic'hizet en ebestel Krist.
14Ha kement-se n'eo ket souezhus, rak Satan e-unan en em zic'hiz en un ael a sklêrijenn.
15N'eo ket eta fromus en em zic'hizfe ivez e servijerien e servijerien ar reizhder, met o diwezh a vo hervez o oberoù.
16Henn lavarout a ran c'hoazh, ra ne gemero den ac'hanon evel un den diskiant. Pe neuze, degemerit ac'hanon evel un den diskiant evit ma en em roin gloar un tamm ivez.
17Ar pezh a lavaran, n'eo ket hervez an Aotrou, met evel dre follentez, gant ar fiziañs-se a gavan gloar ennañ.
18Pa en em ro gloar meur a hini hervez ar c'hig, me en em roio gloar ivez.
19Rak e c'houzañvit a volontez vat ar re foll, c'hwi o vezañ fur.
20Mar deu unan bennak d'ho mestroniañ, d'ho lonkañ, da gregiñ ennoc'h, mar en em uhela, pe mar sko ac'hanoc'h war ho tremm, e c'houzañvit anezhañ.
21Mezh am eus o lavarout-se, ni a zo bet dinerzh. Koulskoude, e komzan gant follentez, kement tra a c'hell unan all krediñ ober, me a gred ivez henn ober.
22Hag Hebreed int? Bez' on ivez. Hag Israeliz int? Bez' on ivez. Hag a lignez Abraham int? Bez' on ivez.
23Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez' on muioc'h c'hoazh, kalz muioc'h el labourioù, kalz muioc'h er goulioù, muioc'h er prizonioù, alies e riskl ar marv,
24pemp gwech em eus bet digant ar Yuzevien daou-ugent taol skourjez nemet unan,
25teir gwech on bet pilet gant gwalinier, ur wech on bet meinataet, teir gwech em eus graet peñse, tremenet em eus un nozvezh hag un devezh en donder.
26Alies on bet e beaj, e riskl war ar stêrioù, e riskl a-berzh al laeron, e riskl e-touez tud va fobl, e riskl e-touez ar baganed, e riskl er c'hêrioù, e riskl el lec'hioù distro, e riskl war vor, e riskl e-touez ar fals-breudeur,
27er poanioù, el labourioù, er beilhadennoù alies, en naon, er sec'hed, alies er yunoù, er yenijenn, en noazhder.
28Hag hep komz eus an traoù all, bemdez ez on gronnet gant prederioù an holl Ilizoù.
29Piv a zo gwan, ha ne vefen ket gwan? Piv a zeu da gouezhañ, ha ne vefen losket?
30Mar d-eo ret en em reiñ gloar, e tennin gloar eus va gwander.
31An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c'hevier.
32E Damask, gouarnour ar roue Aretaz en doa graet diwall kêr an Damaskenianed evit kregiñ ennon,
33met diskennet e oan en ur baner dre ur prenestr, a-hed ar voger, hag em eus tech'et diouzh o daouarn.