1Divizet em boa eta ennon va-unan na zistrojen ket d'ho kavout en dristidigezh.
2Rak mar glac'haran ac'hanoc'h, piv a laouenaio ac'hanon, nemet an hini a vo bet glac'haret ganin?
3Kement-se am eus skrivet deoc'h evit na'm bo ket a dristidigezh pa vin erruet digant ar re a dlefe reiñ levenez din, rak ar fiziañs-mañ am eus ennoc'h holl penaos e rit holl ho levenez eus va hini.
4Rak skrivet em eus deoc'h en ur glac'har bras, va c'halon leun a enkrez ha gant kalz a zaeroù, ha ne oa ket evit ho klac'hariñ met evit reiñ da anavezout deoc'h ar garantez vras am eus evidoc'h.
5 Mar en deus graet unan bennak lec'h d'an dristidigezh, n'eo ket me hepken en deus glac'haret met c'hwi holl, da vihanañ evit lod, evit na lavarfen ket re.
6A-walc'h eo d'un hevelep den bezañ bet kastizet gant an niver brasañ,
7en hevelep doare ma tleit pardoniñ dezhañ hag e frealziñ, gant aon na vefe bec'hiet gant un dristidigezh re vras.
8Dre-se ho pedan da ziskouez dezhañ ho karantez.
9Rak abalamour da gement-se eo ivez em eus skrivet deoc'h, evit anavezout, en ur amprouiñ ac'hanoc'h, hag oc'h sentus en holl draoù.
10D'an hini eta a bardonit, e pardonan ivez dezhañ, hag evidon ar pezh am eus pardonet, mar em eus pardonet un dra bennak, eo abalamour deoc'h dirak Krist,
11evit ma n'en devo ket Satan ar gounid warnomp, rak n'omp ket hep anavezout e soñjoù.
12 Pa'z on deuet da Droaz evit Aviel Krist, petra bennak m'en doa an Aotrou digoret un nor din,
13ne'm eus ket bet va spered en diskuizh, abalamour ne'm boa ket kavet va breur Tit. O vezañ kimiadet diouto, on aet e Makedonia.
14Grasoù ra vo roet da Zoue, dre ma laka ac'hanomp atav da drec'hiñ e Krist hag e skuilh drezomp c'hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec'h.
15Rak ni a zo c'hwezh-vat Krist dirak Doue, evit ar re a zo salvet hag evit ar re a zo kollet,
16d'ar re-mañ ur c'hwezh a varv o reiñ ar marv, ha d'ar re-se all ur c'hwezh a vuhez o reiñ ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoù-se?
17Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.