10 Be it known unto you all, and to all the people of Israel, that by the name of Jesus Christ of Nazareth, whom ye crucified, whom God raised from the dead, even by him doth this man stand here before you whole.
1Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d'ar sent a zo en Efez ha d'ar feizidi e Krist Jezuz:
2Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist.
3 Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec'hioù neñvel e Krist.
4Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,
5o vezañ hor raktonket da vezañ e advugale dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,
6da veuleudigezh gloar e c'hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C'haret-mat.
7Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec'hedoù, hervez pinvidigezhioù e c'hras
8en deus skuilhet warnomp gant fonnder dre bep seurt furnez ha skiant,
9o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,
10penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.
11Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,
12evit ma servijimp da veuleudigezh e c'hloar, ni hag hon eus da gentañ esperet e Krist.
13Ennañ emaoc'h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc'h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,
14hag a zo un arrez eus hon hêrezh, evit dasprenadur ar re en deus perc'hennet da veuleudigezh e c'hloar.
15 Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,
16ne baouezan ket da drugarekaat evidoc'h, o kaout soñj ac'hanoc'h em pedennoù,
17evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c'hloar, da reiñ deoc'h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,
18ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot pehini eo an esperañs oc'h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,
19ha pehini eo brasted divuzul e c'halloud a ziskouez en hor c'heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh,
20displeget gantañ e Krist, p'en deus e adsavet a-douez ar re varv hag e lakaet da azezañ a-zehou dezhañ el lec'hioù neñvel,
21dreist pep priñselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c'hellfe bezañ anvet, nann zoken er c'hantved-mañ met ivez en hini da zont.
22Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag en deus e roet evit penn-bras d'an Iliz,
23hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.