1 Abalamour da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc'h-c'hwi ar baganed,
2mar hoc'h eus klevet petra eo roidigezh gras Doue a zo bet roet din evidoc'h,
3penaos dre ziskuliadur eo bet roet din da anavezout ar mister-se evel ma teuan da skrivañ e nebeut a c'herioù,
4ha dre eno e c'hellit kompren en ur lenn pehini eo an anaoudegezh am eus diwar-benn mister Krist,
5ha n'eo ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma'z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d'e ebestel santel ha d'e brofeded,
6da c'houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,
7graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c'halloud.
8Ar c'hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist
9hag evit lakaat gwelus dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist,
10evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc'h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d'ar priñselezhioù ha d'an nerzhioù el lec'hioù neñvel,
11hervez ar soñj graet gantañ a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou,
12ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.
13Dre-se eo e c'houlennan diganeoc'h na gollot ket kalon abalamour d'ar poanioù a c'houzañvan evidoc'h, ar pezh a ra ho kloar.
14 Evit kement-se eo e plegan an daoulin dirak Tad hon Aotrou Jezuz-Krist,
15a denn pep familh en neñvoù ha war an douar hec'h anv dioutañ,
16evit ma roio deoc'h, hervez pinvidigezhioù e c'hloar, da vezañ nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh,
17evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,
18e c'hellot kompren gant an holl sent petra eo al ledander, an hirder, an donder hag an uhelder,
19hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.
20D'an hini a c'hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc'h eget na c'houlennomp ha na soñjomp,
21dezhañ ra vo ar gloar e-barzh an Iliz ha dre Jezuz-Krist, en holl oadoù, evit kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.