1Bezit eta heñvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat,
2kerzhit er garantez, evel m'en deus Krist ivez hor c'haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c'hwezh vat.
3Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc'hoant, evel ma tere d'ar sent,
4na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc'h trugarekadennoù.
5Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc'hoantek hag a zo un idolour, n'en deus lod en hêrezh rouantelezh Krist ha Doue.
6Ra ne dromplo den ac'hanoc'h dre gomzoù aner, rak abalamour d'an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.
7N'ho pez ket eta a lod ganto.
8Rak gwechall e oac'h teñvalijenn, met bremañ oc'h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,
9rak frouezh ar Spered en em zalc'h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.
10Eveshait ouzh ar pezh a zo kavet mat gant an Aotrou,
11n'ho pez lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc'h kondaonit anezho.
12Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh,
13met kement a zo lakaet d'ar sklêrijenn a zo diskuliet sklaer, rak kement a zo bet diskuliet a zo sklêrijenn.
14Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.
15Lakait evezh eta ouzhoc'h hoc'h-unan d'en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur,
16adprenit an amzer rak an deizioù a zo fall.
17Dre-se na vezit ket hep poell, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou.
18N'en em vezvit ket gant gwin a gundu d'an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,
19komzit etrezoc'h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a galon meuleudioù d'an Aotrou.
20Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.
21Plegit an eil d'egile e doujañs Doue.
22 Gwragez, plegit d'hoc'h ezhec'h hoc'h-unan evel d'an Aotrou,
23abalamour an ozhac'h eo penn ar wreg, evel ma'z eo Krist ivez penn an Iliz, hag a zo e gorf hag a zo bet salvet drezañ.
24Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d'o ezhec'h o-unan en holl draoù.
25Ezhec'h, karit ho kwragez evel m'en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,
26evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc'hadenn en dour gant ar ger,
27evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c'hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.
28Evel-se e tle an ezhec'h karout o gwragez evel o c'horfoù o-unan. An hini a gar e wreg en em gar e-unan,
29rak den ebet n'en deus kasaet biskoazh e gorf e-unan, met e vagañ hag e zerc'hel a ra evel ma ra ivez an Aotrou e-keñver an Iliz,
30dre ma'z omp an izili eus e gorf, eus e c'hig hag eus e eskern.
31Dre-se an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em unano gant e wreg, hag an daou ne vint nemet ur c'hig.
32Ar mister-se a zo bras, henn lavarout a ran diwar-benn Krist hag an Iliz.
33Evel-se, ra garo pep hini ac'hanoc'h e wreg eveltañ e-unan ha ra zoujo ar wreg hec'h ozhac'h.