9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c'hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.
2Aspediñ a ran Evodia hag aspediñ a ran Sintich da gaout un hevelep santad en Aotrou.
3Da bediñ a ran ivez, va c'henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c'henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.
4En em laouenait bepred en Aotrou, henn lavarout a ran adarre, en em laouenait.
5Ra vo ho touster anavezet gant an holl dud. An Aotrou a zo tost.
6Na vezit nec'het gant netra, met en holl lec'hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,
7ha peoc'h Doue, o trec'hiñ an holl glevidigezh, a viro ho kalonoù hag ho soñjoù e Jezuz-Krist.
8A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc'ho an holl draoù-se en ho soñjoù.
9Ar pezh hoc'h eus desket, resevet, klevet diganin, hag ar pezh hoc'h eus gwelet ennon, grit an traoù-se, hag an Doue a beoc'h a vo ganeoc'h.
10 Laouenaet kalz on bet en Aotrou dre ma hoc'h eus bremañ lakaet da advleuniañ ho santadoù evidon. Evit gwir e soñjec'h, met an tu a vanke deoc'h.
11Ne lavaran ket kement-se abalamour da'm paourentez, desket em eus bezañ laouen gant ar stad m'en em gavan enni.
12Gouzout a ran bezañ en izelegezh ha gouzout a ran bezañ er fonnder. En holl ha dre holl em eus desket bezañ leuniet ha kaout naon, bezañ er fonnder ha bezañ en dienez.
13Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac'hanon.
14Koulskoude mat hoc'h eus graet o kemer lod em glac'har.
15Anavezout mat a rit ivez, c'hwi Filipiz, penaos e penn-kentañ an Aviel pa'z on aet kuit eus Makedonia, Iliz ebet n'he deus roet din ha ne'm eus resevet digant hini ebet, nemet diganeoc'h,
16rak pa oan e Tesalonike hoc'h eus kaset din ur wech ha div zoken peadra da bourvezañ da'm ezhommoù.
17N'eo ket e klaskfen an donezonoù, met klask a ran ar frouezh a gresk evit ho talvoudegezh.
18Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc'h evel ur prof a c'hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.
19Va Doue a bourvezo d'hoc'h holl ezhommoù hervez e binvidigezh ha gant gloar e Jezuz-Krist.
20Da Zoue hon Tad ra vo ar gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
21 Saludit an holl sent e Jezuz-Krist. Ar vreudeur a zo ganin a salud ac'hanoc'h.
22An holl sent a salud ac'hanoc'h, dreist-holl ar re eus ti Kezar.
23Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.