21 They say unto him, Cesar’s. Then saith he unto them, Render therefore unto Cesar the things which are Cesar’s; and unto God the things that are God’s.
1Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, ha Timote hor breur,
2d'ar sent ha d'ar vreudeur feal e Krist a zo e Kolose: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
3 Trugarekaat a reomp Doue, Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, hag e pedomp dalc'hmat evidoc'h,
4o vezañ klevet diwar-benn ho feiz e Jezuz-Krist hag ho karantez evit an holl sent,
5abalamour d'an esperañs a zo miret evidoc'h en neñvoù, hoc'h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,
6a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec'h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc'h eus klevet hag hoc'h eus anavezet gras Doue er wirionez.
7Kelennet oc'h bet diwar he fenn gant Epafraz, hor c'henlabourer karet-mat er servij, hag a zo evidoc'h ur ministr feal eus Krist
8hag en deus roet deomp da anavezout ho karantez er Spered.
9Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n'hon eus ket paouezet da bediñ evidoc'h ha da c'houlenn ma vefec'h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,
10en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,
11kreñvaet e pep doare hervez e c'halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc'husted el levenez,
12o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn.
13Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,
14hon eus ennañ an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec'hedoù.
15 Eñ eo skeudenn an Doue diwelus, ar c'hentañ-ganet eus an holl grouadelezh.
16Rak ennañ eo bet krouet pep tra en neñv ha war an douar, ar re welus hag ar re ziwelus, an tronioù, ar mestronioù, ar priñselezhioù, an nerzhioù. An holl draoù a zo bet krouet drezañ hag evitañ.
17Emañ a-raok pep tra, ha pep tra en em gendalc'h drezañ.
18Eñ eo penn ar c'horf, an Iliz, eñ eo ar penn-kentañ, ar c'hentañ-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc'ho ar renk kentañ e pep tra.
19Rak plijet eo bet lakaat pep leunder da chom ennañ.
20Hag, o vezañ graet ar peoc'h drezañ, dre wad e groaz, plijet eo bet gant an Tad adunvaniñ drezañ pep tra gantañ, ken an traoù a zo war an douar evel ar re a zo en neñvoù.
21C'hwi, hag a oa gwechall diavaezidi hag enebourien dre ho soñjoù hag hoc'h oberoù fall,
22a zo bremañ adunvanet gantañ e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d'en em ziskouez dirazañ santel, disi ha didamall,
23gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc'h eus klevet, a zo bet prezeget d'an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.
24 En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc'h, hag e peurechuan em c'hig da c'houzañv an dilerc'h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,
25anezhi on bet lakaet da vezañ ministr hervez ar garg en deus Doue roet din en ho keñver, evit prezeg ger Doue penn-da-benn,
26ar mister a oa kuzhet e-pad an holl gantvedoù hag an holl oadoù, met a zo bremañ disklêriet d'e sent.
27Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c'houzout eo: Krist ennoc'h, an esperañs eus ar gloar.
28Eñ eo an hini a brezegomp, oc'h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz.
29Evit-se ivez eo e labouran, o stourm gant skoazell e vertuz a labour ennon gant nerzh.