1Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
2 Trugarekaat a reomp Doue dalc'hmat evidoc'h, o venegiñ ac'hanoc'h en hor pedennoù,
3o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc'h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.
4Gouzout a reomp, breudeur karet-mat gant Doue, penaos oc'h bet dibabet,
5rak hon Aviel n'eo ket bet kemennet deoc'h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c'hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac'hanoc'h.
6Bet oc'h hon heñvelerien ha re hon Aotrou, o vezañ resevet ar ger e-touez kalz a c'hlac'haroù, gant levenez ar Spered-Santel,
7en hevelep doare ma'z oc'h bet skouerioù evit ar re holl o deus kredet e-barzh Makedonia hag Akaia.
8Rak n'eo ket a-walc'h ma'z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc'h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec'h, en hevelep doare ma n'hon eus ezhomm ken da gomz.
9Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc'h ha penaos hoc'h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,
10hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac'hanomp eus ar gounnar da zont.