1A-hend-all, breudeur, pedit evidomp evit ma en em skuilho ger an Aotrou ha ma vo roet gloar dezhañ evel ma'z eo en ho touez,
2hag evit ma vimp dieubet eus an dud diroll ha fall, rak ar feiz n'emañ ket gant pep hini.
3An Aotrou a zo feal, eñ ho kreñvaio hag ho tiwallo diouzh an droug.
4Ar fiziañs-se hon eus en ho keñver en Aotrou, penaos e rit hag e reot an traoù a c'hourc'hemennomp deoc'h.
5Ra zeuio an Aotrou da ren ho kalonoù da garantez Doue ha da basianted Krist.
6 Breudeur, gourc'hemenn a reomp deoc'h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc'h eus bet diganeomp.
7Rak anavezout a rit hoc'h-unan penaos eo reizh evidoc'h heñvelout ouzhimp, ha n'hon eus ket bevet en ho touez en dizurzh.
8N'hon eus debret bara den ebet evit netra, met omp bet er boan hag er skuizhder, o labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec'h da hini ac'hanoc'h.
9N'eo ket n'hor boa ket ar galloud d'henn ober, met e oa evit reiñ deoc'h ennomp ur skouer da heuliañ.
10Evel-se pa edomp ganeoc'h, lavaret hon eus deoc'h sklaer penaos piv bennak na fell ket dezhañ labourat na dle ket debriñ kennebeut.
11Koulskoude e klevomp penaos en ho touez e vev hiniennoù en dizurzh, hep labourat, met o koll o amzer e traoù didalvoud.
12Ar re-se a bedomp hag a aliomp start dre hon Aotrou Jezuz-Krist, da labourat gant peoc'h evit debriñ o bara o-unan.
13Met c'hwi, breudeur, na skuizhit ket oc'h ober ar mad.
14Ma ne sent ket unan bennak ouzh ar pezh a lavaromp dre al lizher-mañ, notit eñ ha na zarempredit ket anezhañ evit m'en devo mezh.
15Koulskoude na sellit ket outañ evel ouzh un enebour, met kelennit anezhañ evel ur breur.
16 Ra roio an Aotrou a beoc'h e-unan ar peoc'h deoc'h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc'h holl!
17Me Paol, a salud ac'hanoc'h eus va dorn va-unan. Hennezh eo va sinadur em holl lizhiri, evel-se eo e skrivan.
18Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.