1Paol, abostol Jezuz-Krist dre c'hourc'hemenn Doue hor Salver hag hon Aotrou Jezuz-Krist hon esperañs,
2da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
3 Pedet em eus ac'hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc'hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren
4ha n'en em stagjent ket ouzh mojennoù hag ouzh lignezoù diziwezh, a c'han tabutoù kentoc'h eget oberenn Doue er feiz.
5Pal ar gourc'hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c'hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.
6Hiniennoù o vezañ distroet a gement-se, a zo en em gollet e prezegoù didalvez;
7fellout a ra dezho bezañ doktored eus al lezenn, petra bennak ma n'intentont ket ar pezh a lavaront nag ar pezh a roont evel gwir.
8Gouzout a reomp penaos al lezenn a zo mat evit an neb a ra un implij dereat anezhi,
9evit an hini a oar n'eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec'herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien,
10ar c'hadaled, ar skilbaotred, ar varc'hadourien-sklaved, ar c'haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d'ar gelennadurezh yac'h,
11hervez Aviel glorius an Doue benniget, Aviel a zo bet fiziet ennon.
12 Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c'havet feal o lakaat ac'hanon er servij,
13me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,
14ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist.
15Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec'herien, ez on-me ar c'hentañ anezho.
16Hag abalamour da gement-mañ eo em eus kavet trugarez: evit ma tiskouezfe Jezuz-Krist da gentañ ennon e hirbasianted, hag evit servijout da skouer d'ar re a gredo ennañ evit ar vuhez peurbadus.
17Da Roue ar c'hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
18Ar gourc'hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,
19o virout ar feiz hag ur goustiañs vat; hiniennoù o vezañ kollet anezhi, o deus graet peñse e-keñver ar feiz.
20En o zouez emañ Himene hag Aleksandr, am eus roet da Satan evit ma teskint tremen hep mallozhiñ.