1 Ar ger-mañ a zo asur: mar fell da unan bennak bezañ eskob, e c'hoanta ur garg vat meurbet.
2Ret eo eta d'an eskob bezañ didamall, pried d'ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn,
3nann techet d'ar gwin, na taer, na douget d'ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,
4o c'houarn mat e di e-unan, o terc'hel e vugale er sentidigezh hag e pep onestiz,
5rak ma ne oar ket unan bennak gouarn e di e-unan, penaos e kemero preder eus Iliz Doue?
6Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c'hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.
7Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e pech an diaoul.
8Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c'her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest,
9o virout mister ar feiz en ur goustiañs c'hlan.
10Ra vo ar re-mañ ivez amprouet da gentañ, ha goude ra vint lakaet d'o servij mar d-int divlam.
11En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù.
12Ra vo an diagoned pried da ur wreg hepken, o c'houarn mat o bugale hag o ziegezh o-unan,
13rak ar re o devo graet mat ar servij-se a c'hounezo ur renk enorus hag ur fiziañs vras er feiz a zo e Jezuz-Krist.
14Skrivañ a ran kement-mañ dit, oc'h esperout mont prest da'z kavout
15hag evit ma ouezi, mar dalean, penaos eo ret en em ren e ti Doue, a zo Iliz an Doue bev, kolonenn ha sol ar wirionez.
16Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c'hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.