1Gant al lezenn eta emañ skeud ar madoù da zont met n'emañ ket eiladur gwirion an traoù; neuze ne c'hell morse, dre an hevelep aberzhoù a ginniger dalc'hmat bep bloaz, peurwellaat ar re a dosta.
2Anez e vije bet paouezet d'o c'hinnig, abalamour d'ar re a rae al lid, o vezañ ur wech glanaet, n'o dije bet ken koustiañs ebet eus o fec'hedoù.
3Met soñj ar pec'hedoù a zo degaset bep bloaz gant an aberzhoù-se,
4rak gwad an tirvi hag ar bouc'hed ne c'hell ket lemel ar pec'hedoù.
5Dre-se, o tont er bed, eñ a lavar: Ne'c'h eus c'hoantaet nag aberzhoù na profoù, met roet ec'h eus din ur c'horf,
6ne'c'h eus ket kemeret a blijadur el loskaberzhoù nag en aberzhoù evit ar pec'hed.
7Neuze em eus lavaret: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez, evel ma'z eo skrivet diwar va fenn e roll al levr.
8Goude bezañ lavaret da gentañ: N'eo ket fellet dit aberzhoù na profoù na loskaberzhoù nag aberzhoù evit ar pec'hed, ha ne'c'h eus ket kemeret plijadur enno, daoust ma'z int kinniget hervez al lezenn,
9e lavar c'hoazh: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez. Lemel a ra kuit an aberzh kentañ evit lakaat an eil.
10Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.
11Ouzhpenn, pep beleg en em zalc'h bemdez oc'h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c'hellont morse lemel ar pec'hedoù kuit,
12met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec'hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue,
13o c'hortoz diwar vremañ ma teuio e enebourien da vezañ ar skabell dindan e dreid.
14Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet.
15Ar Spered-Santel a ro deomp ivez an testeni a gement-se, rak goude bezañ lavaret da gentañ:
16Setu an emglev a rin ganto: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o c'halonoù hag e skrivin anezho en o soñjoù, e lavar c'hoazh:
17Ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hedoù nag eus o direizhderioù.
18Hag e-lec'h ma'z eo pardonet ar pec'hedoù, n'eus mui a brof evit ar pec'hed.
19 Evel-se eta, breudeur, pa hon eus ar frankiz da vont e-barzh sant ar sent dre wad Jezuz,
20dre an hent nevez ha bev en deus digoret deomp a-dreuz ar ouel, da lavarout eo a-dreuz e gig,
21hag o vezañ ma hon eus ur beleg-meur lakaet war di Doue,
22tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c'halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c'horf gwalc'het gant dour pur.
23Dalc'homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.
24Lakaomp evezh an eil ouzh egile evit en em atizañ d'ar garantez ha d'an oberoù mat.
25Na zilezomp ket hor bodadeg, evel m'o deus hiniennoù ar c'hiz d'ober, met en em aliomp an eil egile, ha kement-se muioc'h-muiañ dre ma welit an deiz o tostaat.
26Rak mar pec'homp a-youl goude bezañ resevet anaoudegezh ar wirionez, ne chom aberzh ebet evit ar pec'hedoù,
27met ur gortoz spontus eus ar varn hag eus an tan leskidik a dle lonkañ an enebourien.
28An neb en deus torret lezenn Moizez a zo lakaet d'ar marv hep trugarez war desteni daou pe dri zest.
29A bebezh kastiz brasoc'h a gav deoc'h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac'ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c'hras?
30Rak anavezout a reomp an hini en deus lavaret: Din-me eo ar veñjañs, me a rento tra evit tra, eme an Aotrou; ha c'hoazh: An Aotrou a varno e bobl.
31Un dra euzhus eo kouezhañ etre daouarn an Doue bev.
32Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc'h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù,
33pa oac'h, diouzh un tu lakaet dirak an holl en dismegañsoù hag en trubuilhoù, ha diouzh un tu all deuet da eil d'ar re o deus gouzañvet kement-se.
34Rak bet hoc'h eus truez ouzh va ereoù hag asantet hoc'h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc'h ho madoù, o c'houzout penaos ez eus evidoc'h en neñvoù madoù gwelloc'h ha peurbadus.
35Na zilezit ket eta ho fiziañs, ur gopr bras a vo ganti.
36Ezhomm hoc'h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.
37Rak c'hoazh un nebeudig, gwall nebeud amzer, hag an hini a zeu a erruo ha ne zaleo ket.
38Hogen an den reizh a vevo dre ar feiz, met ma en em denn kuit, va ene ne gemer ket plijadur ennañ.
39Evidomp-ni, n'omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.