9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec'h hag ar pec'hed a bak ac'hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc'h el lañs a zo digoret deomp,
2o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d'al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
3Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec'herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc'h eneoù da zinerzhañ.
4N'hoc'h eus ket c'hoazh stourmet betek ar gwad oc'h enebiñ ouzh ar pec'hed,
5hag ankounac'haet hoc'h eus an ali roet deoc'h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac'hanout,
6rak an Aotrou a gastiz an hini a gar hag a sko gant e walenn pep mab a vez anavezet gantañ.
7Mar gouzañvit ar c'hastiz, Doue en em ziskouez deoc'h evel da vibien, rak piv eo ar mab ha ne vez ket kastizet gant e dad?
8Met mar d-oc'h hep bezañ kastizet eus ar c'hastiz o deus an holl lod ennañ, oc'h eta bugale vastard ha nann mibien.
9A-hend-all hon tadoù hervez ar c'hig o deus hor c'hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc'h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?
10Rak hon tadoù hor c'hastize evit nebeud devezhioù, evel ma kavent mat, met Doue hor c'hastiz evit hor mad, evit ma hor bo lod er santelezh.
11Gwir eo penaos pep kastiz n'en em ziskouez ket raktal evel un abeg a levenez met evel un abeg a dristidigezh, met goude e tegas ur frouezh peoc'hius a reizhder d'ar re a zo bet evel-se kelennet.
12Kreñvait eta ho taouarn dinerzhet hag ho taoulin semplaet,
13ha grit un hent eeun d'ho treid, evit ma n'en em ziheñcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc'h yac'haet.
14Klaskit ar peoc'h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,
15o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c'hwerv ebet en diavaez d'ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,
16ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henañ evit ur meuz.
17Anavezout a rit penaos goude-se, pa fellas dezhañ kaout ar vennozh da hêrezh, e voe taolet kuit rak ne gavas ket ur cheñchamant a volontez, petra bennak ma en goulennas gant daeroù.
18N'hoc'h eus ket tostaet ouzh ur menez a c'helled stekiñ hag a oa devet dre an tan, nag ouzh ar goabrenn, nag ouzh an deñvalijenn, nag ouzh ar gorventenn,
19nag ouzh son an drompilh, nag ouzh trouz ar gerioù a oa en un doare ken ma pedas ar re en kleve na vije mui komzet outo,
20rak ne c'hellent ket gouzañv ar gourc'hemenn-mañ: Mar stok ul loen zoken ouzh ar menez, e vo meinataet pe doullet gant un dared.
21Hag ar pezh a weled a oa ken spontus ma lavaras Moizez: Spouronet on hag e krenan.
22C'hwi avat hoc'h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,
23ouzh bodadeg hag ouzh iliz ar re gentañ-ganet a zo skrivet o anvioù en neñvoù, ouzh ar barner a zo Doue an holl, ouzh speredoù ar re reizh deuet d'ar barfeted,
24ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc'h eget hini Abel.
25Lakait evezh na zisprizfec'h an hini a gomz ouzhoc'h, rak ma ne dec'has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc'h c'hoazh e vo deomp tec'hout mar troomp kein d'an hini a gomz deomp eus an neñvoù,
26a vrañsellas e vouezh neuze an douar, hag en deus graet bremañ ur bromesa o lavarout: Ur wech c'hoazh, e vrañsellin nann hepken an douar, met ivez an neñv.
27Ar gerioù-mañ: Ur wech c'hoazh, a verk diskar an traoù brañsellet, evel o vezañ bet graet, evit ma pado an traoù divrañsellus.
28Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c'hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs,