1 Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc'h.
2Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c'hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.
3Setu, e lakaomp gweskennoù e genoù ar c'hezeg evit o lakaat da sentiñ ouzhimp, hag e troomp du-mañ ha du-hont o c'horf a-bezh.
4Setu c'hoazh, al listri hag a zo ken bras ha bountet gant avelioù nerzhus, a zo troet du-mañ ha du-hont gant ur stur bihan meurbet el lec'h ma fell d'ar sturier.
5Evel-se an teod a zo ivez un ezel bihan, hag en em c'hwezh a draoù bras. Sellit penaos un tan bihan a c'hell enaouiñ ur goadeg bras.
6An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c'horf a-bezh hag oc'h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn.
7Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez doñvaet hag a zo bet doñvaet gant an den,
8met den ebet ne c'hell doñvaat an teod, un droug eo na c'heller ket trec'hiñ, leun eo a vinim marvel.
9Gantañ e vennigomp Doue an Tad ha gantañ e villigomp an dud deuet da vezañ hervez skeudenn Doue.
10Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se.
11Hag e taol ur feunteun eus an hevelep digor dour dous ha dour c'hwerv?
12Va breudeur, hag e c'hell ur wezenn-fiez reiñ olivez, pe ur winienn fiez? Evel-se feunteun ebet ne c'hell reiñ dour sall ha dour dous.
13 Ha bez' ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez.
14Met mar d-eus ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.
15Hounnezh n'eo ket ar furnez a zeu eus an nec'h, met douarel eo, kigel, diaoulek.
16Rak e-lec'h ma'z emañ ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut, ez eus trubuilh hag oberoù drouk a bep seurt.
17Ar furnez eus an nec'h a zo da gentañ glan, goude peoc'hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.
18Frouezh ar reizhder a zo hadet er peoc'h evit ar re en em ro d'ar peoc'h.