1 Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez,
2rak ar vuhez a zo en em ziskouezet, hag hon eus he gwelet hag e roomp testeni anezhi, hag e prezegomp deoc'h ar vuhez peurbadus a oa e-kichen an Tad hag a zo en em ziskouezet deomp,
3ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc'h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c'henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.
4Hag e skrivomp deoc'h an traoù-mañ evit ma vo peurvat ho levenez.
5 Kement-mañ eo an disklêriadur hon eus klevet digantañ hag a roomp da anavezout deoc'h: Doue a zo sklêrijenn ha n'eus teñvalijenn ebet ennañ.
6Mar lavaromp ez omp e kenunvaniezh gantañ ha ma kerzhomp en deñvalijenn, e lavaromp gaou ha ne heuliomp ket ar wirionez.
7Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma'z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec'hed.
8Mar lavaromp n'hon eus ket a bec'hed, en em douellomp hon-unan hag ar wirionez n'emañ ket ennomp.
9Mar anzavomp hor pec'hedoù, eñ a zo feal ha reizh evit o fardoniñ deomp hag evit hor glanaat a bep direizhder.
10Mar lavaromp n'hon eus ket a bec'hed, e lakaomp anezhañ gaouiat hag e c'her n'emañ ket ennomp.