1 Roet e voe din ur walenn (~ 3 m) heñvel ouzh ur wialenn, hag an ael en em ziskouezas hag a lavaras: Sav ha muzul templ Doue, an aoter hag ar re a azeul eno.
2Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d'ar broadoù. Int a vac'ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.
3Me a roio galloud da'm daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c'hant ha tri-ugent devezh.
4Ar re-se eo an div olivezenn hag an daou gantolor en em zalc'h dirak Doue an douar.
5Mar fell da unan bennak ober droug dezho, e teuio eus o genoù un tan a lonko o enebourien, rak mar fell da unan bennak ober droug dezho, e ranko bezañ lazhet en doare-se.
6Ar galloud o deus da serriñ an neñv evit na raio ket a c'hlav e-pad ma tiouganint, hag ar galloud o deus da dreiñ an doureier e gwad ha da skeiñ an douar a bep seurt goulioù bep gwech ma fello dezho.
7Ha p'o devo peurc'hraet o zesteni, al loen hag a sav eus an donder a raio ar brezel dezho, o zrec'ho hag o lazho.
8O c'horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec'h ma'z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz.
9Tud a-douez pep pobl, pep meuriad, pep yezh ha pep broad, a welo o c'horfoù e-pad tri devezh hanter, ha ne lezint ket o lakaat er bez.
10Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d'al levenez, hag e kasint profoù an eil d'egile abalamour m'o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.
11Goude an tri devezh hanter-se, ar Spered a vuhez kaset gant Doue a yeas enno hag ec'h adsavjont war o zreid; un aon bras a grogas er re a welas anezho.
12Ur vouezh kreñv a glevjont eus an neñv, a lavare dezho: Pignit amañ. Hag e pignjont en neñv en ur goabrenn hag o enebourien a welas anezho.
13D'an eur-se e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras hag an dekvet lodenn eus ar gêr a gouezhas. Seizh mil den a voe lazhet gant ar c'hren-douar, ar re all a voe spouronet hag a roas gloar da Zoue an neñv.
14An eil gwalleur a zo tremenet. Setu, an trede gwalleur a zeuio prest.
15 Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c'hantvedoù.
16Ar pevar henaour warn-ugent azezet war o zronioù dirak Doue a gouezhas war o dremm hag a azeulas Doue,
17o lavarout: Ni a drugareka ac'hanout, Aotrou Doue holl-c'halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu, dre ma ec'h eus kemeret da c'halloud bras en da zorn ha dre ma'z out aet en da ren.
18Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c'hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.
19Templ Doue a zigoras en neñv hag arc'h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez' e voe luc'hed, mouezhioù, kurunoù, ur c'hren-douar hag ur grizilh bras.