1 Gwelout a ris en neñv ur sin all bras ha souezhus: seizh ael a zalc'he ar seizh gouli diwezhañ, rak drezo eo kaset da benn kounnar Doue.
2Gwelout a ris ivez evel ur mor gwer mesket gant tan, hag ar re o doa trec'het al loen, e skeudenn, e verk ha niver e anv, en em zalc'he war ar mor gwer hag o doa telennoù Doue ganto.
3Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c'halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!
4Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da'z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d'an daoulin dirazout, dre ma'z eo bet da varnedigezhioù disklêriet.
5Goude-se e sellis ha setu, templ tabernakl an Testeni a oa digoret en neñv.
6Ar seizh ael a zalc'he ar seizh gouli a zeuas er-maez eus an templ, gwisket gant lin glan ha lugernus ha gourizet en-dro d'o dardreiz gant gourizoù aour.
7Unan eus ar pevar bev a roas d'ar seizh ael seizh hanaf aour, leuniet gant kounnar an Doue a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù.
8An templ a voe leuniet gant moged o tont eus gloar Doue hag eus e c'halloud. Den ne c'helle mont en templ ken na vije peurc'hraet seizh gouli ar seizh ael.