7 Many waters cannot quench love, neither can the floods drown it: if a man would give all the substance of his house for love, it would utterly be contemned.
1 Gwelout a ris un ael o tiskenn eus an neñv, gantañ alc'houez an donder hag ur chadenn vras en e zorn.
2Eñ a grogas an aerouant, an naer kozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec'h ereas anezhañ evit mil bloavezh.
3Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer.
4Gwelout a ris tronioù; d'ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n'o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n'o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.
5Ar peurrest eus ar re varv n'advevjont ket ken na voe ar mil bloavezh tremenet. Hounnezh eo ar gentañ adsavidigezh.
6Eürus ha santel an hini en deus lod er gentañ adsavidigezh. An eil marv n'en deus galloud ebet warno, met aberzhourien e vint da Zoue ha da Grist, hag e renint gantañ e-pad mil bloavezh.
7 Pa vo ar mil bloavezh tremenet, Satan a vo diereet eus e brizon.
8Dont a raio er-maez da douellañ ar broadoù a zo e pevar c'horn an douar, Gog ha Magog, hag e tastumo anezho evit ar brezel. O niver a zo evel traezh ar mor.
9Pignat a rejont war c'horre an douar, en em lakajont en-dro da gamp ar sent ha d'ar gêr garet-mat. Met un tan a ziskennas digant Doue eus an neñv hag a lonkas anezho.
10An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec'h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec'h estrenvanint evit kantvedoù ar c'hantvedoù.
11 Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec'has kuit a-zirak e zremm, ha lec'h ebet ne voe kavet ken evito.
12Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc'h en em zerc'hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.
13Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec'h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.
14Ar marv ha lec'h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil varv.
15Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez a voe taolet er stank a dan.