1Eñ a ziskouezas din ur stêr c'hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.
2E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac'haat ar broadoù.
3Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ.
4Int a welo e zremm hag e anv a vo war o zalioù.
5Ne vo ken a noz, n'o devo ken ezhomm eus lamp nag eus sklêrijenn an heol, rak an Aotrou Doue o sklêrijenno. Int a reno e kantvedoù ar c'hantvedoù.
6 Lavarout a reas din: Ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion. An Aotrou Doue ar brofeded santel en deus kaset e ael evit diskouez d'e servijerien an traoù a dle c'hoarvezout prest.
7Setu, e teuan prest. Eürus an hini a vir gerioù diougan al levr-mañ.
8Ha me, Yann, me eo an hini en deus gwelet ha klevet an traoù-mañ. Ha goude bezañ o c'hlevet ha gwelet, e kouezhis da dreid an ael o diskoueze din evit e azeuliñ,
9met eñ a lavaras din: Diwall d'ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur ar brofeded, hag hini a re a vir gerioù al levr-mañ. Azeul Doue.
10Hag e lavaras din: Na siell ket gerioù diougan al levr-mañ, rak an amzer a zo tost.
11An hini a zo direizh ra vo direizh c'hoazh, an hini a zo hudur ra en em huduraio c'hoazh, an hini a zo reizh ra vo reizh c'hoazh, an hini a zo santel ra en em santelaio c'hoazh.
12Setu, e teuan prest, ha va gopr a zo ganin evit reiñ da bep hini hervez an oberoù en devo graet.
13Me eo an Alfa hag an Omega, ar c'hentañ hag an diwezhañ, ar penn-kentañ hag an diwezh.
14Eürus ar re a vir e c'hourc'hemennoù, evit m'o devo lod er wezenn a vuhez hag e c'hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù.
15Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.
16Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc'h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.
17Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec'hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.
18Testeniañ a ran da biv bennak a glev gerioù diougan al levr-mañ, mar laka unan bennak un dra bennak ouzhpenn ennañ, Doue a lakaio ouzpenn warnañ ar goulioù skrivet el levr-mañ.
19Mar lamm unan bennak gerioù eus levr an diougan-mañ, Doue a lammo e lod eus al levr a vuhez hag eus ar gêr santel, hag eus an traoù a zo skrivet el levr-mañ.
20An hini a ro testeni eus an traoù-mañ a lavar: Ya, dont a ran prest. Amen. Ya Aotrou Jezuz, deus!
21Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.