1 Hag e welis e dorn dehou an hini a oa azezet war an tron ul levr skrivet en diabarzh hag en diavaez, siellet gant seizh siell.
2Gwelout a ris un ael galloudek a grie gant ur vouezh kreñv: Piv a zo dellezek da zigeriñ al levr ha da zieren ar sielloù?
3Ha den, nag en neñv, na war an douar, na dindan an douar, ne c'helle digeriñ al levr pe sellout outañ.
4Hag e ouelis kalz, abalamour na voe kavet den ebet dellezek da zigeriñ al levr, na d'e lenn, na da sellout outañ.
5Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec'het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.
6Me a sellas ha setu, e-kreiz an tron hag ar pevar bev hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez' en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh.
7Dont a reas hag e kemeras al levr eus dorn dehou an hini a oa azezet war an tron.
8P'en doe kemeret al levr, ar pevar bev hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoù hag hanafoù aour leun a c'hwezhioù-mat, a zo pedennoù ar sent.
9Ur c'hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d'ar marv hag ec'h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,
10graet ec'h eus ac'hanomp rouaned hag aberzhourien d'hon Doue, hag e renimp war an douar.
11Me a sellas hag a glevas mouezh kalz a aeled en-dro d'an tron, ar bevien hag an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekviliadoù a zekviliadoù ha miliadoù a viliadoù.
12Lavarout a raent gant ur vouezh kreñv: Dellezek eo an Oan a zo bet lakaet d'ar marv da resev galloud, pinvidigezh, furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi.
13Klevout a ris an holl grouadurien a zo en neñv, war an douar, dindan an douar, er mor, hag an holl draoù a zo enno, a lavare: D'an hini a zo azezet war an tron ha d'an Oan, ra vo ar veuleudi, an enor, ar gloar hag an nerzh, e kantvedoù ar c'hantvedoù!
14Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù.