1 Me a sellas pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell hag e klevis unan eus ar pevar bev o lavarout gant ur vouezh kurun: Deus ha gwel.
2Me a sellas ha setu, ur marc'h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec'her evit trec'hiñ.
3Pa zigoras an eilvet siell, e klevis an eilvet bev a lavare: Deus ha gwel.
4Dont a reas er-maez ur marc'h all liv tan. An hini a oa pignet warnañ en doa ar galloud da gas ar peoc'h kuit a-ziwar an douar ha d'ober ma en em lazhfe an dud an eil egile. Ur c'hleze bras a voe roet dezhañ.
5Pa zigoras an trede siell, e klevis an trede bev a lavare: Deus ha gwel. Me a sellas ha setu, ur marc'h du en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur valañs en e zorn.
6Hag e klevis ur vouezh e-kreiz ar pevar bev a lavare: Ur c'hoiniks (~ 1 l) gwinizh evit un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) ha tri c'hoiniks (~ 3 l) heiz evit un diner, met na washa ket an eoul nag ar gwin.
7Pa zigoras ar pevare siell, e klevis mouezh ar pevare bev a lavare: Deus ha gwel.
8Me a sellas ha setu, ur marc'h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec'h ar marv a gerzhe d'e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c'hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.
9Pa zigoras ar pempvet siell, e welis dindan an aoter eneoù ar re a oa bet lakaet d'ar marv abalamour da c'her Doue hag abalamour d'an testeni o doa roet.
10Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?
11Da bep hini anezho e voe roet saeoù gwenn. Lavaret e voe dezho gortoz c'hoazh un nebeud amzer, betek ma vo peurc'hraet an niver eus o c'henseurted a servij hag o breudeur a dle bezañ lakaet d'ar marv evelto.
12Me a sellas pa zigoras ar c'hwec'hvet siell ha setu, ur c'hren-douar bras en em reas, an heol a zeuas du evel ur sac'had reun, al loar a zeuas evel gwad,
13stered an neñv a gouezhas war an douar evel ma taol ur wezenn-fiez he fiez glas pa'z eo hejet gant an avel.
14An neñv en em dennas evel ul levr a roller, hag an holl venezioù hag an enezennoù a voe lamet diouzh o lec'hioù.
15Rouaned an douar, ar re vras, ar re binvidik, ar gabitened, ar re c'halloudek, pep sklavour ha pep den frank en em guzhas er mougevioù hag e reier ar menezioù,
16hag e lavarjont d'ar menezioù ha d'ar reier: Kouezhit warnomp ha kuzhit ac'hanomp a-zirak dremm an hini a zo azezet war an tron hag a-zirak kounnar an Oan,
17rak deuet eo deiz bras e gounnar; ha piv a c'hello chom en e sav?