1 Jezuz a gomzas a-nevez outo dre barabolennoù hag a lavaras:
2Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue hag a reas ur goan-eured evit e vab.
3Kas a reas e vevelien da c'hervel ar re a oa bet pedet d'an eured, met ne felle ket dezho dont.
4Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d'an eured.
5Met ne rejont van ebet ouzh kement-se hag ez ejont, unan d'e bark, unan all d'e genwerzh,
6ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas.
7Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c'hêr.
8Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket dellezek anezhi.
9It eta er c'hroazhentoù ha galvit d'an eured ar re holl a gavot.
10E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol.
11Ar roue, o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n'en doa ket gwisket un dilhad eured.
12Lavarout a reas dezhañ: Mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut.
13Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d'e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
14Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
15 Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzuliañ war an doare d'e dapout en e gomzoù.
16Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.
17Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n'eo ket?
18Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed?
19Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir gantañ. Hag e rojont dezhañ un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g).
20Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ?
21Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
22Souezhet eus ar pezh a glevjont, e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
23 An hevelep devezh, ar sadukeiz, ar re a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
24Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez evit sevel ul lignez d'e vreur.
25Bez' e oa en hon touez seizh breur. An hini kentañ a zimezas hag a varvas, hag evel n'en doa ket a vugale, e lezas e wreg d'e vreur.
26En hevelep doare e c'hoarvezas gant an eil, an trede, betek ar seizhvet.
27Goude ar re-mañ holl, ar wreg a varvas ivez.
28Neuze en adsavidigezh a varv, da behini ar seizh-se e vo gwreg ? Rak eo bet dezho holl.
29Jezuz a respontas dezho: En dallentez emaoc'h, dre n'anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue.
30Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled Doue en neñv.
31Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc'h:
32Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob? Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev.
33Ar bobl a selaoue hag a voe souezhet gant e gelennadurezh.
34 Ar farizianed, o vezañ klevet penaos en doa lakaet da devel ar sadukeiz, en em zastumas,
35hag unan anezho, un doktor eus al lezenn, a reas ar goulenn-mañ outañ evit e amprouiñ:
36Mestr, pehini eo ar brasañ gourc'hemenn eus al lezenn?
37Jezuz a lavaras dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj.
38Hennezh eo ar c'hentañ hag ar gourc'hemenn brasañ.
39Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
40An holl lezenn hag ar brofeded a zo dalc'het en daou c'hourc'hemenn-se.
41 Evel ma oa ar farizianed en em zastumet, Jezuz a reas ur goulenn outo
42o lavarout: Petra a soñjit eus ar C'hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid.
43Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c'halv David anezhañ, dre ar Spered, Aotrou, pa lavar:
44An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
45Mar galv eta David anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab?
46Ha den ne c'hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.