9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn e-tal ar mor. Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni. An holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.
2Deskiñ a reas dezho kalz a draoù dre barabolennoù hag e lavaras dezho en e gelennadurezh:
3Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ
4Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neñv a zeuas hag he debras holl.
5Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek e-lec'h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar,
6met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
7Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh.
8Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.
9Hag e lavaras dezho: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
10Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
11Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
12evit o welout e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù.
13Lavarout a reas dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos neuze e komprenot an holl barabolennoù?
14An hader a had ar ger.
15Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennañ, met kerkent m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoù.
16En hevelep doare, ar re a zegemer an had el lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,
17met n'o deus ket a wrizienn enno o-unan, ne badont ket pell ha, pa zeu ur glac'har pe un heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent un abeg da gouezhañ.
18Ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger,
19met prederioù ar bed-mañ, tromplerezh ar pinvidigezhioù ha c'hoantoù a bep seurt evit an traoù all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezañ difrouezh.
20Ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.
21 Hag e lavaras dezho: Ha degas a reer ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell pe dindan ur gwele? N'eo ket evit e lakaat war ur c'hantolor?
22Rak n'eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na dle bezañ lakaet war-wel.
23Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.
24Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-c'hwi a selaou.
25Rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
26Hag e lavaras: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel pa daol un den had en douar,
27pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos.
28Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn.
29Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ dre ma'z eo prest an eost.
30Hag e lavaras: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?
31Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader en douar, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar.
32Met goude ma vez hadet, e sav, e teu brasoc'h eget al louzoù all hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud.
33Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout.
34Ne gomze ket outo hep parabolenn; met, a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.
35 En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all.
36Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m'edo enni. Bez' e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.
37Neuze e savas un taol-avel bras hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.
38Hag eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg. Duhuniñ a rejont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez ket van ebet ouzh hor gwelout o vont da goll?
39O vezañ dihunet, e c'hourdrouzas d'an avelioù hag e lavaras d'ar mor: Tav! Bez sioul! An avel a davas hag e voe ur sioulder bras.
40Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz?
41Hag o doe un aon bras hag e lavarjont an eil d'egile: Piv eta eo hemañ, ma sent zoken an avel hag ar mor outañ?