1 Ar farizianed, gant lod eus ar skribed deuet eus Jeruzalem, a yeas da gavout anezhañ.
2Gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo hep bezañ o gwalc'het, hag e kavjont da damall.
3Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep bezañ gwalc'het o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh,
4ha pa zeuont eus ar marc'had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc'het. Ha kalz a draoù all a zo ivez o deus resevet evit o mirout, evel gwalc'hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù.
5Neuze ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outañ: A-belec'h e teu ma ne heuilh ket da ziskibien hengoun ar re gozh ha ma kemeront o fred hep gwalc'hiñ o daouarn?
6Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, hervez ar pezh a zo skrivet: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon gant o muzelloù, met o c'halon a zo pell diouzhin.
7Met en aner eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc'hemennoù tud.
8Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc'h ober kalz a draoù all heñvel outo.
9Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout hoc'h hengoun.
10Rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv.
11Met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof,
12ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm,
13o kas da netra ger Doue gant ho hengoun graet ganeoc'h hoc'h-unan. Ha kalz a draoù all a rit evel-se.
14 O vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon ha komprenit:
15Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a antre ennañ ne c'hell e huduraat, met ar pezh a zeu er-maez anezhañ, kement-se eo a hudura an den.
16Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.
17Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.
18Eñ a lavaras dezho: Ha bez' oc'h eta c'hwi ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos kement tra a zo er-maez hag a antre en den ne c'hell ket e lousaat?
19Rak an dra-se ne ya ket er galon met er c'hof, a-belec'h e kouezh er foz, e-lec'h ma vez glanaet ar boued holl.
20Lavarout a reas: Ar pezh a zeu er-maez eus an den, eo ar pezh a hudura an den.
21Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezh, ar gastaouerezh, ar muntroù,
22al laeroñsioù, ar c'hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
23An holl draoù fall-se a zeu eus an diabarzh hag a hudura an den.
24 O vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon. O vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet.
25Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d'e dreid.
26Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl. E bediñ a reas da gas an diaoul kuit eus he merc'h.
27Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h, rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d'ar chas bihan.
28Met hi a respontas dezhañ: Gwir eo Aotrou, koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.
29Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet er-maez eus da verc'h.
30O vezañ distroet d'he zi, e kavas e oa aet kuit an diaoul, hag he merc'h gourvezet war ar gwele.
31 Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Zekapoliz.
32Degaset e voe dezhañ un den bouzar, a oa dalc'het en e gomz, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warnañ.
33O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn hag, o kemer eus e grañch, e stokas e deod.
34O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor!
35Kerkent e zivskouarn a voe digoret, e deod a voe dizereet hag e komzas hep poan.
36Difenn a reas outo na lavarjent kement-se da zen, met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ.
37Souezhet meurbet, e lavarjont: Kement a ra a zo burzhudus, lakaat a ra zoken ar re vouzar da glevout hag ar re vut da gomz.