1 An holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat.
2Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
3Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Eñ a respontas dezhañ: Te en lavar.
4Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.
5Met int a zalc'he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ.
6Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se.
7O vezañ gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioù-se.
8Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en doa c'hoant d'e welout abalamour m'en doa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak.
9Ober a reas eta meur a c'houlenn outañ, met ne respontas netra dezhañ.
10Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno hag a damalle anezhañ gwashañ ma c'hellent.
11Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.
12En deiz-se Pilat hag Herodez a zeuas da vezañ mignoned, rak a-raok e oant enebourien.
13Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro hag ar bobl, a lavaras dezho:
14Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ.
15Nag Herodez kennebeut rak ho kaset em eus d'e gavout, ha setu, n'en deus graet netra a vefe dellezek a varv.
16Neuze, e gastizañ a rin, hag e laoskin anezhañ.
17Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.
18Hag e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv ha laosk deomp Barabbaz.
19Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr hag evit ur muntr.
20Pilat, c'hoant dezhañ da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez.
21Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz!
22Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.
23Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
24Pilat a varnas ober evel ma felle dezho.
25Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent, hag e tilezas Jezuz d'o bolontez.
26 Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc'h Jezuz.
27Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn.
28Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale,
29rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet hag an divronn n'o deus ket maget!
30Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar krec'hiennoù: Goloit ac'hanomp!
31Rak ma reer an traoù-mañ d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h?
32Hag e kased ivez daou dorfedour evit o lakaat da vervel gantañ.
33Pa voent deuet el lec'h anvet: ar C'hlopenn, e kroazstagjont anezhañ eno hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.
34Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d'ar sord.
35Ar bobl en em zalc'he eno hag a selle. Mistri ar vro a oa ivez ganto a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan mar d-eo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!
36Ar soudarded ivez a rae goap anezhañ, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ
37hag o lavarout: Mar d-out roue ar Yuzevien, en em savete da-unan!
38Bez' e oa ar skrid-mañ a-us d'e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
39Unan eus an dorfedourien a oa krouget a zismegañse anezhañ, o lavarout: Mar d-out ar C'hrist, en em savete da-unan ha ni ivez!
40Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ha ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan?
41Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet.
42Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon pa zeui ez rouantelezh.
43Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.
44Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
45An heol a deñvalaas ha gouel an templ a rogas dre e greiz.
46Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.
47Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.
48Ar bobl holl a oa en em zastumet da welout ar pezh a c’hoarveze hag o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c'halon.
49Ar re holl a anaveze anezhañ hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc'he a-bell hag a selle ouzh an traoù-se.
50 Bez' e oa ur c’huzuliad anvet Jozef, un den mat ha reizh,
51n'en doa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoù. Dont a rae eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, hag e c'hortoze ivez rouantelezh Doue.
52O vezañ deuet da gavout Pilat, e c'houlennas digantañ korf Jezuz.
53O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.
54Deiz ar c'hempennadur e oa hag ar sabad a dostae.
55Ar gwragez deuet eus Galilea gantañ, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh.
56O vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù-frondus ha c'hwezhioù-mat, hag e tiskuizhjont d'an deiz sabad, hervez al lezenn.