1 Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù-frondus o doa fichet. Ur re bennak o heulie.
2Kavout a rejont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez.
3O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz.
4Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho gwisket gant dilhad lugernus.
5Evel ma oant spontet ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?
6N'emañ ket amañ, met adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en doa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea
7o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
8Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù.
9O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek ha d'an holl re all.
10Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez, hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.
11Hag e kemerent ar pezh a lavarent evel ur sorc'henn ha n’o c’hredjont ket.
12Hogen Pêr a savas hag a redas d'ar bez. O vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar. Mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.
13 Setu, daou anezho a yeas en deiz-se memes d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn (~ 11 km) diouzh Jeruzalem.
14Int a gomzas etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet.
15Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto.
16Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezent ket anezhañ.
17Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist?
18Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ?
19Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c'hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
20ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e zroukroet da vezañ kondaonet d'ar marv, hag o deus e staget ouzh ar groaz.
21Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel. Ha koulskoude kement-se holl, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoù-se.
22Gwir eo koulskoude penaos gwragez bennak eus hon touez o deus hor gwall souezhet, rak o vezañ aet d'ar bez mintin mat,
23n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho hag o deus lavaret ez eo bev.
24Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet.
25Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!
26Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se ha mont en e c'hloar?
27Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.
28Evel ma tostajont ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, eñ a reas van da vont pelloc'h.
29Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.
30Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.
31O daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhañ, hag e tec'has a-zirak o daoulagad.
32Hag e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù?
33O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem. Hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles,
34o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.
35Int a gontas ar pezh a oa erruet ganto en hent ha penaos o doa e anavezet pa oa o terriñ ar bara.
36 Evel ma komzent diwar-benn an traoù-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
37Met, spontet ha spouronet, e kredjont gwelout ur spered.
38Hag e lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?
39Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.
40O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.
41Met en o levenez, ne gredent ket c'hoazh hag e oant souezhet; lavarout a reas dezho: Ha bez' hoc'h eus amañ un dra bennak da zebriñ?
42Kinnig a rejont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel.
43O vezañ o c'hemeret, e tebras dirazo.
44 Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h: ret eo ma vefe peurc'hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.
45Neuze e tigoras dezho o spered evit ma komprenfent ar Skriturioù,
46hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C'hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d'an trede deiz.
47Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
48C'hwi eo an testoù eus an traoù-se.
49Ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Met evidoc'h-c'hwi, chomit e kêr Jeruzalem ken ma viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h.
50 Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.
51Hag e c'hoarvezas, pa oa ouzh o bennigañ, ma pellaas diouto ha ma voe savet en neñv.
52Int, goude bezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras,
53hag e oant dalc'hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. Amen.