9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 E-keñver an traoù aberzhet d'an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c'hwez, met ar garantez a sav.
2Mar soñj unan bennak gouzout un dra bennak, ne oar c'hoazh netra evel ma tleer gouzout.
3Met mar kar unan bennak Doue, anavezet eo gantañ.
4Dre-se eta, evit ar pezh a sell debriñ traoù aberzhet d'an idoloù, ec'h ouzomp penaos un idol n'eo netra er bed ha penaos n'eus nemet un Doue hepken.
5Rak petra bennak ma ez eus, en neñv pe war an douar, reoù hag a zo anvet doueed, evel ma ez eus meur a zoue ha meur a aotrou,
6koulskoude ni n'hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.
7Met an holl n'o deus ket an anaoudegezh-se. Rak hiniennoù, hervez ar gredenn o deus bremañ c'hoazh eus an idol, a zebr an traoù evel bet aberzhet d'an idoloù, hag o c'houstiañs, o vezañ dinerzh, a zo saotret a gement-se.
8N'eo ket ur boued hol laka da vezañ plijus da Zoue. Rak ma tebromp, ne zeu talvoudegezh ebet deomp a-se, ha ma ne zebromp ket, n'hor bo koll ebet a gement-se.
9Lakait evezh koulskoude na zeufe ar frankiz hoc'h eus da vezañ ur maen-kouezh evit ar re zinerzh.
10Rak mar gwel unan bennak ac'hanout, te hag ac'h eus anaoudegezh, azezet ouzh taol e templ an idoloù, ha ne vo ket ivez douget an hini a zo dinerzh e goustiañs da zebriñ eus an traoù a zo aberzhet d'an idoloù?
11Hag e vo kollet dre da anaoudegezh ar breur dinerzh ez eo marvet Krist evitañ.
12Evel-se, o pec'hiñ a-enep ar vreudeur hag o c'hloazañ o c'houstiañs dinerzh, e pec'hit a-enep Krist.
13Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.