1 Ni a ro da anavezout deoc'h, breudeur, ar c'hras en deus roet Doue da Ilizoù Makedonia,
2penaos, o vezañ bet amprouet dre galz a c'hlac'haroù, e-kreiz puilhentez o levenez hag o brasañ paourentez, o deus skuilhet gant fonnder madoù o largentez.
3Rak testeniañ a ran, roet o deus anezho o-unan, hervez o galloud, zoken en tu all d'o galloud,
4o pediñ ac'hanomp start da resev an aluzen-se ha da gemer o lodenn en ur servijañ ar sent.
5N'o deus ket zoken graet evel ma esperemp, met en em roet int da gentañ d'an Aotrou, ha neuze deomp-ni dre volontez Doue,
6en hevelep doare ma hon eus pedet Tit da echuiñ an oberenn-mañ a c'hras en ho touez, evel ma en doa kroget ganti.
7Evel ma fonnit e pep tra, e feiz, e ger, en anaoudegezh, e gred a bep doare, e karantez evidomp, fonnit ivez en oberenn-mañ a c'hras.
8Ne lavaran ket kement-se evit reiñ ur gourc'hemenn, met evit amprouiñ dre c'hred ar re all gwirionded ho karantez.
9Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c'hraet paour evidoc'h, evit ma vefec'h rentet pinvidik dre e baourentez.
10E kement-se e roan deoc'h un ali, hag e tere ouzhoc'h, c'hwi hag hoc'h eus nann hepken kroget gant an oberenn-se, met ivez hoc'h eus bet ar youl d'hec'h ober adalek ar bloaz tremenet.
11Peurechuit eta bremañ an oberenn-se, hag evel ma hoc'h eus diskouezet gred a vennad, kasit anezhi da benn ivez hervez ho kalloud.
12Rak mar d-emañ ar gred ganeoc'h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n'eus ket.
13Evit gwir arabat eo deoc'h bezañ re vec'hiet evit ma vo sikouret ar re all,
14met ra vo ingalded etrezoc'h: ra zeuio ho fonnder da sikour en amzer a-vremañ o faourentez evit ma teuio o fonnder ivez da sikour ho paourentez, en hevelep doare ma vo ingalded
15hervez ma'z eo skrivet: An hini a zastumas kalz n'en deus ket bet muioc'h, hag an hini a zastumas nebeut n'en deus ket bet nebeutoc'h.
16Grasoù ra vo rentet da Zoue rak lakaet en deus an hevelep gred evidoc'h e kalon Tit,
17degemeret mat eo bet hon ali gantañ, hag ez eo aet en hent d'ho kwelout gant muioc'h a hast hag a galon-vat.
18Kaset hon eus gantañ ar breur a zo skuilhet e veuleudi en holl Ilizoù er pezh a sell ouzh an Aviel,
19hag ouzhpenn-se eo bet dibabet gant an Ilizoù evit dont ganeomp en hor beaj hag evit kas an aluzenoù a veromp evit gloar an Aotrou e-unan hag hervez ho kred.
20Kemeret hon eus ar preder-se evit na c'hello den rebech ac'hanomp e-keñver mererezh an aluzenoù fonnus-se,
21o klask ober ar pezh a zo mat, nann hepken dirak an Aotrou, met ivez dirak an dud.
22Kaset hon eus ganto hor breur hon eus alies amprouet e c'hred e meur a wech, hag a ziskouezo anezhañ muioc'h c'hoazh ar wech-mañ abalamour d'ar fiziañs vras en deus ennoc'h.
23Evel-se diwar-benn Tit, ez eo va c'henseurt ha va c'henlabourer en ho kounid; diwar-benn hor breudeur, ez int ar re gaset gant an Ilizoù ha gloar Krist.
24Roit eta dezho, dirak an Ilizoù, prouennoù eus ho karantez hag eus al lec'h hon eus da dennañ gloar ac'hanoc'h.