1 Pediñ a ran eta ac'hanoc'h, me prizoniad en Aotrou, d'en em ren en un doare dellezek eus ar c'halvidigezh ez oc'h bet galvet drezañ,
2e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc'h en em c'houzañv an eil egile gant karantez,
3oc'h en em stagañ da genderc'hel unvaniezh ar spered dre ere ar peoc'h.
4Bez' ez eus ur c'horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma'z oc'h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,
5un Doue hepken, ur feiz hepken, ur vadeziant hepken,
6un Doue hepken ha Tad d'an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc'h holl.
7Met ar c'hras a zo roet da bep hini ac'hanomp, hervez muzul donezon Krist.
8Dre-se eo e lavar: O vezañ pignet d'an nec'h, en deus kaset dalc'het an dalc'herezh, hag en deus lodennet donezonoù d'an dud.
9Hogen petra a dalvez: Pignet eo, ma ne vije ket bet diagent diskennet el lec'hioù izelañ eus an douar?
10An hini a zo diskennet, eo an hevelep hini hag a zo pignet dreist an holl neñvoù, evit ma leugnje an holl draoù.
11Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored,
12evit parfetidigezh ar sent, evit labour ar servij hag evit savidigezh korf Krist,
13betek ma vimp holl deuet d'an unvaniezh er feiz hag en anaoudegezh Mab Doue, da stad an den peurc'hraet da vuzul ar vent peurvat eus Krist,
14evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,
15met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.
16Dioutañ ar c'horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez.
17 Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N'en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.
18Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d'an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c'halon,
19o vezañ kollet pep santad, ez int en em roet d'al loustoni evit ober pep seurt hudurniezh gant taerded.
20Met n'eo ket evel-se hoc'h eus desket Krist,
21da vihanañ mar hoc'h eus selaouet anezhañ ha mar d-oc'h bet, hervez ar wirionez a zo e Jezuz, desket ennañ
22da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc'hoantoù tromplus,
23d'en em nevesaat dre ar Spered en ho klevidigezh,
24ha da wiskañ an den nevez, krouet heñvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez.
25Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac'hanoc'h hervez ar wirionez d'e nesañ, rak izili omp an eil d'egile.
26Mar en em lakait e fulor, na bec'hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor
27ha na roit ket digor d'an diaoul.
28An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc'h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m'en devo peadra da reiñ d'an hini a zo en ezhomm.
29Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d'ar re o c'hlevo.
30Na dristait ket Spered-Santel Doue, siellet oc'h bet gantañ evit deiz an dasprenadur.
31Ra vo pep c'hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez.
32Bezit mat an eil e-keñver egile, madelezhus, o pardoniñ an eil d'egile, evel m'en deus Doue pardonet deoc'h ivez e Krist.