1 Mar d-eus eta ur frealz bennak e Krist, mar d-eus un dic'hlac'har bennak er garantez, mar d-eus ur genunvaniezh bennak a spered, mar d-eus ur vadelezh hag un drugarez bennak,
2leugnit va levenez, en ur vezañ a-unan etrezoc'h, en ur gaout an hevelep karantez, an hevelep ene, an hevelep soñjoù.
3Na rit netra dre dabut pe dre c'hloar aner, met ra sello pep hini ac'hanoc'h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.
4Na sello ket pep hini ac'hanoc'h ouzh e gounid e-unan, met ivez ouzh hini ar re all.
5Ra vo ennoc'h an hevelep soñjoù hag ar re a oa e Jezuz-Krist,
6o vezañ e stumm Doue, n'en deus ket sellet evel ur preizh da dapout bezañ par da Zoue,
7met en em ziwisket eo e-unan o vezañ kemeret stumm ur servijer, o tont heñvel ouzh an dud,
8hag, o vezañ kemeret stumm un den, eo en em izelaet e-unan, oc'h en em ober sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz.
9Dre-se ivez Doue en deus e uhelsavet hag en deus roet dezhañ un anv a zo dreist pep anv,
10evit en anv Jezuz ma plego pep glin en neñvoù ha war an douar ha dindan an douar,
11ha ma anzavo pep teod ez eo Jezuz-Krist an Aotrou e gloar Doue an Tad.
12 Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc'h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc'h c'hoazh pa'z on ezvezant, labourit d'ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,
13rak Doue eo a laka ennoc'h ar c'hoant hag an ober, hervez e blijadur mat.
14Grit pep tra hep grozmolat na tabutal,
15evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,
16o tougen ger ar vuhez, en hevelep doare ma c'hellin, e deiz Krist, en em reiñ gloar dre ma ne'm bo ket redet en aner na labouret en aner.
17Ha zoken ma'z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc'h holl.
18C'hwi evel-se, en em laouenait ivez, hag en em laouenait ganin.
19 Esperout a ran en Aotrou Jezuz kas deoc'h prest Timote, evit ma vin ivez kalonekaet o klevout diwar ho penn.
20Rak ne'm eus den hag a vefe unanet ganin evit kemer ur gwir preder eus ar pezh a sell ac'hanoc'h,
21rak e klaskont holl o mad o-unan ha nann hini Jezuz-Krist.
22Anavezout a rit penaos eo bet amprouet pa'z eo en em lakaet ganin e servij an Aviel, evel ur bugel gant e dad.
23Esperout a ran eta e gas deoc'h kerkent ha ma em bo gwelet ar stad eus va aferioù,
24hag ar fiziañs-mañ am eus en Aotrou penaos e teuin ivez prest me va-unan.
25Kredet em eus e oa ret kas deoc'h Epafrodit, va breur, va c'henlabourer ha va c'henvrezeliad, an hini hoc'h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù,
26rak ur c'hoant bras en doa d'ho kwelout holl, hag e oa gwall boaniet dre m'ho poa klevet e oa bet klañv.
27Klañv eo bet e gwirionez, ha tost d'ar marv, met Doue en deus bet truez outañ, ha nann hepken outañ met ivez ouzhin-me, evit na'm bije ket tristidigezh war dristidigezh.
28Kaset em eus eta anezhañ gant kalz a hast, evit m'ho po levenez o welout anezhañ ha m'em bo nebeutoc'h a dristidigezh.
29Degemerit eta anezhañ en Aotrou gant pep levenez, enorit ar seurt tud-se.
30Rak bet eo tost d'ar marv evit labour Krist, o vezañ risklet e vuhez evit sikour ac'hanon er servij na c'hellec'h ket reiñ din hoc'h-unan.