9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc'h evit na bec'hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac'hanoc'h pec'het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.
2Eñ eo un aberzh-dic'haouiñ evit hor pec'hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.
3Dre gement-mañ ec'h ouzomp hon eus e anavezet: mar miromp e c'hourc'hemennoù.
4An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c'hourc'hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ.
5Met evit an hini a vir e c'her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec'h ouzomp emaomp ennañ.
6An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m'en deus kerzhet eñ e-unan.
7Breudeur, ne skrivan ket deoc'h ur gourc'hemenn nevez, met ur gourc'hemenn kozh hoc'h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc'hemenn kozh-se, eo ar ger hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ.
8Met ivez e skrivan deoc'h ur gourc'hemenn nevez, a zo gwir ennañ hag ennoc'h, rak an deñvalijenn a dremen hag ar sklêrijenn wirion a lugern dija.
9An hini a lavar emañ er sklêrijenn, hag a gasa e vreur, a zo c'hoazh bremañ en deñvalijenn.
10An hini a gar e vreur a chom er sklêrijenn, ha n'eus ennañ abeg da gouezhañ ebet.
11Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec'h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.
12Bugale vihan, skrivañ a ran deoc'h dre ma'z eo pardonet ho pec'hedoù deoc'h abalamour d'e anv.
13Tadoù, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus trec'het an hini drouk. Bugale vihan, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an Tad.
14Tadoù, skrivet em eus deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc'h dre ma'z oc'h kreñv, ma chom ger Doue ennoc'h ha ma hoc'h eus trec'het an hini drouk.
15Na garit ket ar bed nag an traoù a zo er bed. Mar kar unan bennak ar bed, karantez an Tad n'emañ ket ennañ,
16rak kement a zo er bed, c'hoantegezh ar c'hig, c'hoantegezh an daoulagad ha lorc'h ar vuhez ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed.
17Ar bed a dremen, e c'hoantegezh ivez, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken.
18 Bugale vihan, houmañ eo an eur diwezhañ, hag evel ma hoc'h eus klevet e teu an enepkrist, bez' ez eus adalek bremañ meur a enepkrist. Dre gement-se ec'h ouzomp eo deuet an eur diwezhañ.
19Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.
20Resevet hoc'h eus an oleviadur a-berzh an hini santel, hag ec'h anavezit pep tra.
21N'em eus ket skrivet deoc'h dre ma n'anavezit ket ar wirionez, met abalamour ma'c'h anavezit anezhi ha ma ne zeu gaou ebet eus ar wirionez.
22Piv a zo gaouiat, ma n'eo an hini a nac'h ez eo Jezuz ar C'hrist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac'h an Tad hag ar Mab.
23Piv bennak a nac'h ar Mab n'en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad.
24Ra chomo ennoc'h eta ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc'h ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c'hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad.
25Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.
26Skrivet em eus deoc'h an traoù-mañ diwar-benn ar re a douell ac'hanoc'h.
27Met an oleviadur hoc'h eus resevet digantañ a chom ennoc'h ha n'hoc'h eus ket ezhomm e kelennfe den ac'hanoc'h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc'h pep tra, ma'z eo gwirion ha ma n'eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma'z eo bet desket deoc'h gantañ.
28 Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.
29Mar gouzoc'h ez eo reizh, e c'houezit penaos piv bennak a ra ar reizhder a zo ganet anezhañ.