1Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neñv war an douar. Alc'houez puñs an donder a voe roet dezhañ,
2hag e tigoras puñs an donder, hag e savas eus ar puñs ur vogedenn evel mogedenn ur fornez vras. An heol hag an aer a voe teñvalaet gant mogedenn ar puñs.
3Kilheien-raden en em stlabezas war an douar eus ar vogedenn; roet e voe dezho ur galloud heñvel ouzh hini kruged an douar.
4Lavaret e voe dezho tremen hep ober droug da c'heot an douar, na da c'hlazenn ebet, na da wezenn ebet, met hepken d'an dud n'o deus ket siell Doue war o zalioù.
5Roet e voe dezho ar galloud, nann d'o lazhañ, met d'o heskinañ e-pad pemp miz, hag o foan a oa evel poan ar c'hrug pa flemm un den.
6En deizioù-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhañ, fellout a raio dezho mervel hag ar marv a dec'ho diouto.
7Ar c'hilheien-se a oa heñvel ouzh kezeg fichet a-benn an emgann. Bez' e oa war o fennoù kurunennoù heñvel ouzh aour hag o dremmoù a oa evel dremmoù tud.
8Blev o doa evel blev gwragez hag o dent a oa evel dent leoned.
9Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d'an emgann.
10Lostoù o doa evel re ar c'hruged hag en o lostoù e oa broudoù. O galloud a oa da noazout d'an dud e-pad pemp miz.
11Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion (= distrujer).
12Ar c'hentañ gwalleur a zo tremenet. Setu, dont a ra c'hoazh daou walleur all goude kement-se.
13Ar c'hwec'hvet ael a sonas, hag e klevis ur vouezh a zeue eus pevar c'horn an aoter aour a zo dirak Doue,
14o lavarout d'ar c'hwec'hvet ael en doa an drompilh: Diere ar pevar ael a zo ereet war ar stêr vras Eufratez.
15Hag e voe diereet ar pevar ael a oa prest evit an eur, an deiz, ar miz hag ar bloaz, da lazhañ an deirvet lodenn eus an dud.
16Niver marc'hegerien an arme en em save da zaou zekviliad a zekviliadoù (= daout c'hant milion), klevout a ris an niver anezho.
17Evel-se e welis ar c'hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c'hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr.
18An deirvet lodenn eus an dud a voe lazhet gant an tri dra-se, gant an tan, gant ar moged ha gant ar soufr a zeue eus o genoù.
19Rak o galloud a oa en o genoù hag en o lostoù; o lostoù a oa heñvel ouzh naered hag o doa pennoù, ha dre ar re-mañ eo e raent droug.
20Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n'o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc'hant, arem, maen ha koad, na c'hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout.
21N'o doe ket keuz eus o muntroù, nag eus o sorserezhioù, nag eus o hudurnez, nag eus o laeroñsioù.