11 And when they bring you unto the synagogues, and unto magistrates, and powers, take ye no thought how or what thing ye shall answer, or what ye shall say:
12 For the Holy Ghost shall teach you in the same hour what ye ought to say.
1 Kerkent ha ma voe deuet ar mintin, ar veleien vras, gant an henaourien, ar skribed hag ar sanedrin a-bezh, en em guzulias asambles, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.
2Pilat a c'houlennas outañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
3Ar veleien vras a damalle anezhañ eus meur a dra. Met ne respontas netra.
4Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ha ne respontez netra? Gwel pegement a draoù a damallont dit.
5Met Jezuz ne respontas netra ken, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.
6D'ar gouel-se, e laoske dezho an hini eus ar brizonidi a c'houlenne ar bobl.
7Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o doa ur muntr e-pad un dispac'h.
8Ar bobl en em lakaas da c'houlenn gant kriadennoù bras ma vije graet dezho evel m'en doa atav graet.
9Pilat a respontas dezho: Ha c'hwi a fell deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?
10Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa ar veleien vras e lakaet etre e zaouarn.
11Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz.
12Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien?
13Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz!
14Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz!
15Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
16Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont an holl strollad.
17Gwiskañ a rejont anezhañ gant limestra hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o doa gweet.
18En em lakajont d'e saludiñ: Salud, Roue ar Yuzevien!
19Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, e krañchjont outañ hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.
20 Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont al limestra diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro hag e kasjont anezhañ evit e stagañ ouzh ar groaz.
21Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
22Kas a rejont anezhañ d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo: Lec'h ar C'hlopenn.
23Ggwin mesket gant mir a rojont dezhañ da evañ, met ne evas ket anezhañ.
24Goude m'o doe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad o teurel d'ar sord evit anavezout lod pep hini.
25An trede eur e oa pa stagjont anezhañ ouzh ar groaz.
26Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN.
27Kroazstaget e voe gantañ daou laer, unan a-zehou hag egile a-gleiz dezhañ.
28Evel-se e voe peurc'hraet ar Skritur a lavar: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.
29Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh,
30en em savete da-unan ha diskenn eus ar groaz!
31Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed a lavare etrezo en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan.
32Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantañ a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
33Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
34D'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?
35Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavaras: Setu, e c'halv Elia.
36Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn.
37Ha Jezuz, o vezañ taolet ur griadenn vras, a rentas ar spered.
38Gouel an templ a rogas e div adalek krec'h betek traoñ.
39Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
40Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ar yaouankañ ha Jozez, ha Salome,
41ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem.
42 Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad,
43e teuas Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue. Mont a reas gant hardizhegezh da gavout Pilat da c'houlenn digantañ korf Jezuz.
44Pilat a voe souezhet e oa marv dija, hag o vezañ galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa.
45P'en doe klevet gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef.
46O vezañ prenet ul lienenn, en diskennas, e lakaas al lienenn-se en-dro dezhañ hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h. Neuze e ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.
47Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozez a selle pelec'h e lakaed anezhañ.