1 Reiñ a ran deoc'h da anavezout, breudeur, an Aviel am eus prezeget deoc'h, hoc'h eus resevet, hoc'h eus kendalc'het ennañ,
2hag oc'h salvet drezañ, mar en mirit start evel ma em eus e brezeget deoc'h. Anez o pefe kredet en aner.
3Kelennet em eus deoc'h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec'hedoù hervez ar Skriturioù,
4penaos eo bet sebeliet, eo adsavet a varv d'an trede deiz hervez ar Skriturioù,
5ha penaos eo en em ziskouezet da Gefaz ha goude-se d'an daouzek.
6Goude-se eo en em ziskouezet da ouzhpenn pemp kant breur war un dro, an darn vuiañ anezho a zo c'hoazh bev hag hiniennoù a zo marv.
7Goude-se eo en em ziskouezet da Jakez, ha goude d'an holl ebestel,
8ha goude ar re all ez eo ivez en em ziskouezet din, evel da ur c'hrouadur ganet a-raok an termen,
9rak me eo an disterañ eus an ebestel, ha n'on ket dellezek da vezañ anvet abostol abalamour ma em eus heskinet Iliz Doue.
10Met dre c'hras Doue ez on ar pezh ma'z on, hag e c'hras em c'heñver n'eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc'h egeto holl, n'eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.
11Evel-se eta, pe eo me pe int a brezeg, setu aze ar pezh a brezegomp ha setu aze ar pezh hoc'h eus kredet.
12Ha mar prezeger ez eo adsavet Krist a-douez ar re varv, penaos e lavar hiniennoù en ho touez n'eus ket a adsavidigezh a varv?
13Ma n'eus ket a adsavidigezh a varv, Krist kennebeut n'eo ket adsavet a varv.
14Ma n'eo ket Krist adsavet a varv, hor prezegerezh a zo eta aner hag ho feiz a zo aner ivez.
15Zoken en em gav ma'z omp fals-testoù Doue, rak roet hon eus an testeni-mañ e-keñver Doue penaos en deus adsavet Krist a varv, an hini n'eo ket bet adsavet gantañ a varv mar d-eo gwir ne advev ket ar re varv.
16Rak ma ne advev ket ar re varv, Krist kennebeut n'eo ket adsavet a varv.
17Ma n'eo ket adsavet Krist a varv, ho feiz a zo aner, emaoc'h c'hoazh en ho pec'hedoù,
18hag ar re a zo marv e Krist a zo ivez kollet.
19Mar hon eus un esperañs e Krist nemet evit ar vuhez-mañ hepken, omp eus an holl dud ar re druezusañ.
20Met bremañ Krist a zo adsavet a-douez ar re varv; deuet eo da vezañ ar frouezh kentañ eus ar re a zo marv.
21Rak pa'z eo deuet ar marv dre un den, an adsavidigezh a varv a zo ivez deuet dre un den.
22Hag evel ma varv an holl en Adam, en hevelep doare an holl a advevo e Krist,
23met pep hini en e renk e-unan. Krist a zo ar frouezh kentañ, ha goude ar re a zo da Grist d'e zonedigezh.
24Goude kement-se e teuio an diwezh, pa adroio ar rouantelezh da Zoue hag a zo ivez Tad, goude bezañ kaset da netra pep priñselezh, pep nerzh ha pep galloud,
25rak ret eo dezhañ ren, betek ma en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid.
26An diwezhañ enebour a vo kaset da netra eo ar marv.
27Rak Doue en deus lakaet an holl draoù dindan e dreid. Ha pa lavar ez eo an holl draoù dindanañ, eo sklaer penaos an hini en deus lakaet an holl draoù dindanañ n'emañ ket e-unan dindanañ.
28Ha pa vo bet lakaet an holl draoù dindanañ, neuze ivez ar Mab e-unan a vo lakaet dindan an hini en deus lakaet an holl draoù dindanañ, evit ma vo Doue holl en holl.
29Anez, petra a raio ar re a zo badezet evit ar re varv. Ma ne advevo ket ar re varv, perak neuze ez int badezet evit ar re varv?
30Ha perak omp-ni hon-unan da bep eur en arvar?
31Bemdez e varvan, henn asuriñ a ran, gant al lec'h am eus da dennañ gloar ac'hanoc'h e Jezuz-Krist hon Aotrou.
32Mar em eus stourmet ouzh al loened en Efez evit palioù hervez an dud, peseurt talvoudegezh am eus a gement-se? Ma ne advevont ket ar re varv, debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp.
33N'en em dromplit ket, an darempredoù fall a vrein ar gizioù mat.
34Dihunit hervez ar reizhder ha na bec'hit ket, rak bez' ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh.
35Met unan bennak a lavaro: Penaos ec'h advev ar re varv, ha gant peseurt korf e teuont en-dro?
36Diskiant! Ar pezh a hadez ne zeu ket da vezañ bev ma ne varv ket.
37E-keñver ar pezh a hadez, ne hadez ket ar c'horf a dle genel, met ur c'hreunenn noazh, evel un ed pe un haderezh all bennak,
38neuze Doue a ro dezhi ur c'horf evel ma fell dezhañ, ha da bep hadenn e ro he c'horf hec'h-unan.
39Pep kig n'eo ket an hevelep kig, met unan eo kig an dud, unan all kig al loened, unan all hini ar pesked, unan all hini al laboused.
40Bez' ez eus ivez korfoù neñvel ha korfoù douarel, met unan eo sked reoù an neñv, unan all eo hini reoù an douar,
41unan all eo sked an heol, unan all sked al loar, unan all sked ar stered, rak ur steredenn a zo disheñvel diouzh ur steredenn all dre he sked.
42Evel-se eo ivez gant an adsavidigezh a-douez ar re varv. Ar c'horf a zo hadet breinus, adsevel a raio divreinus,
43hadet eo en dizenor, adsevel a raio leun a c'hloar, hadet eo en dinerzhded, adsevel a raio leun a nerzh,
44hadet eo korf naturel, adsevel a raio korf speredel. Bez' ez eus ur c'horf naturel ha bez' ez eus ur c'horf speredel,
45hervez ma'z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.
46Met n'eo ket ar pezh a zo speredel a zo ar c'hentañ, met ar pezh a zo naturel, ar pezh a zo speredel a zeu goude.
47An den kentañ, o vezañ eus an douar, a zo douarel, an eil den, an Aotrou, a zeu eus an neñv.
48Evel ma'z eo an hini douarel, evel-se ivez eo ar re zouarel. Evel ma'z eo an hini neñvel, evel-se eo ivez ar re neñvel.
49Evel ma hon eus douget skeudenn an hini douarel, e tougimp ivez skeudenn an hini neñvel.
50Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c'hig hag ar gwad ne c'hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n'he deus ket an divreinusted da hêrezh.
51Setu, e lavaran deoc'h ur mister: Ne varvimp ket holl, met holl e vimp cheñchet
52en ur predig-amzer, en ur serr-lagad, d'an drompilh diwezhañ, rak an drompilh a sono, hag ar re varv a adsavo divreinus, ha ni a vo cheñchet.
53Rak ret eo d'ar c'horf breinus-mañ gwiskañ an divreinusted ha d'ar c'horf marvel-mañ gwiskañ an divarvelezh.
54Pa'z en devo ar c'horf breinus-mañ gwisket an divreinusted ha pa'z en devo ar c'horf marvel-mañ gwisket an divarvelezh, neuze e vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet: Ar marv a zo bet lonket en trec'h.
55O marv, pelec'h emañ da flemm? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da drec'h?
56Flemm ar marv eo ar pec'hed, ha galloud ar pec'hed eo al lezenn.
57Met ra vo trugarekaet Doue a ro deomp an trec'h dre hon Aotrou Jezuz-Krist!
58Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc'h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc'h anavezout penaos n'eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.