9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Degas soñj dezho da vezañ sentus ouzh ar pennoù-kêr hag ouzh ar galloudoù, da blegañ, da vezañ prest da bep ober mat,
2ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc'h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud.
3Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
4Met pa'z eo en em ziskouezet madelezh Doue hor Salver hag e garantez evit an dud,
5en deus hor salvet, nann abalamour d'an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc'hadenn an eil c'hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,
6en deus skuilhet gant pinvidigezh warnomp dre Jezuz-Krist hor Salver,
7evit, o vezañ reishaet dre e c'hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.
8Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d'en em reiñ d'an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d'an dud.
9Met diwall diouzh ar c'hudennoù diskiant, al lignezoù, an tabutoù, an enebiezh diwar-benn al lezenn, rak aner int ha didalvoud.
10Pella diouzhit an den a zegas an dizunvaniezh, goude bezañ e gemennet ur wech kentañ hag un eil gwech,
11o c'houzout penaos un hevelep den a zo direizhet ha penaos e pec'h oc'h en em gondaoniñ e-unan.
12 Pa gasin dit Artemaz pe Tichik, hast buan dont da'm c'havout e Nikopoliz, rak eno em eus graet va soñj da dremen ar goañv.
13Pourchas gant aked beaj Zenaz, doktor al lezenn, hag hini Apolloz, en hevelep doare na vanko netra dezho.
14Ra zesko hor re ivez d'ober traoù mat en ezhommoù ret, evit na chomint ket difrouezh.
15Ar re holl a zo ganin a salud ac'hanout. Salud ar re a gar ac'hanomp er feiz. Ar c'hras ra vo ganeoc'h holl! Amen.