1 Hogen ar feiz a zo ur gortoz kalet eus an traoù a esperer, un anatadur eus ar re na weler ket.
2Drezi o deus an henaourien kavet un testeni mat.
3Dre ar feiz ec'h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c'her Doue, en hevelep doare ma n'eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoù gwelus.
4Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc'h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d'e brofoù, ha drezi e komz c'hoazh petra bennak ma'z eo marv.
5Dre ar feiz e voe savet Enok en neñv evit na welje ket ar marv, ha ne voe ket kavet ken abalamour m'en doa Doue e savet. Rak a-raok ma voe savet, en doa resevet an testeni da vezañ bet plijus da Zoue.
6Hogen ne c'heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d'an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ.
7Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c'hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc'h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.
8Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d'ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec'h ez ae.
9Dre ar feiz e chomas en douar a oa bet prometet dezhañ evel en un douar estren, o chom dindan teltennoù gant Izaak ha Jakob, kenheritourien eus an hevelep promesa.
10Rak gortoz a rae ar gêr he deus diazezoù, an hini a zo Doue an oberer hag ar saver anezhi.
11Dre ar feiz ivez Sara a resevas ar galloud da goñsev hag, en desped d'he oad, e c'hanas ur bugel, abalamour ma he doa kredet e oa feal an hini en doa graet ar bromesa.
12Dre-se eus un den hepken hag a oa dija dinerzhet, eo bet ganet ur vandenn a dud ken niverus evel stered an neñv, evel traezh aod ar mor ha na c'hell ket bezañ kontet.
13Holl int marv er feiz hep bezañ resevet an traoù prometet, met o vezañ o gwelet a-bell hag o vezañ kredet enno, asañtet o deus hag anzavet o deus e oant diavaezidi ha beajourien war an douar.
14Ar re a gomz evel-se a ziskouez sklaer e klaskont ur vro.
15Mar o dije bet soñj eus an hini a-belec'h e oant deuet, o dije bet amzer a-walc'h da zistreiñ dezhi,
16met bremañ e c'hoantaont unan gwelloc'h, da lavarout eo unan neñvel. Dre-se Doue n'en deus ket mezh o vezañ galvet o Doue, rak kempennet en deus ur gêr dezho.
17Dre ar feiz Abraham a ginnigas Izaak pa voe amprouet; an hini en doa resevet ar promesaoù a ginnigas e vab nemetañ,
18a oa bet lavaret diwar e benn: En Izaak eo e vo galvet da lignez.
19Anavezout a rae e c'helle Doue zoken adsevel a-douez ar re varv, hag evel-se ec'h adkavas anezhañ evel dre ur seurt adsavidigezh a varv.
20Dre ar feiz Izaak a vennigas Jakob hag Ezaü, e-sell eus an traoù da zont.
21Dre ar feiz Jakob o vervel a vennigas pep hini eus mibien Jozef, hag a azeulas harpet war benn e vazh.
22Dre ar feiz Jozef o vervel a reas anv eus ermaeziadeg bugale Israel, hag a roas urzhioù diwar-benn e eskern.
23Dre ar feiz Moizez, o vezañ bet ganet, a voe kuzhet e-pad tri miz gant e dud, dre ma weljont e oa kaer ar bugel ha na zoujjont ket urzh ar roue.
24Dre ar feiz Moizez, deuet da vezañ bras, a nac'has bezañ galvet mab da verc'h Faraon,
25o tibab bezañ gwallgaset gant pobl Doue kentoc'h eget kaout e-pad ur pennad amzer plijadur ar pec'hed,
26o priziañ mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc'h eget teñzorioù Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr.
27Dre ar feiz e kuitaas an Ejipt hep kaout aon rak kounnar ar roue, rak derc'hel a reas start, evel o welout an hini a zo diwelus.
28Dre ar feiz e reas ar Pask hag ar sparfadur gwad, evit na stokje ket an distrujer ouzh ar re gentañ-ganet eus Israel.
29Dre ar feiz e treuzjont ar mor Ruz evel pa vije bet douar sec'h, an Ejiptiz o vezañ esaeet tremen a voe beuzet.
30Dre ar feiz mogerioù Jeriko a gouezhas, goude ma oa bet graet an dro dezho e-pad seizh devezh.
31Dre ar feiz Rahab ar c'hast ne voe ket kollet asambles gant ar re zisent, dre ma he doa degemeret ar spierien e peoc'h.
32Ha petra a lavarin c'hoazh? Rak an amzer a vankfe din evit komz eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, Samuel, ar brofeded,
33dre ar feiz o deus trec'het rouantelezhioù, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoù prometet, o deus serret genoù al leoned,
34o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc'h ar c'hleze, o deus yac'haet eus o c'hleñvedoù, int bet didrec'hus er brezel, o deus lakaet war dec'h armeoù estrañjour.
35Gwragez a adkavas o re varv dre an adsavidigezh, reoù all a voe merzheriet, o nac'hañ an dieubidigezh evit kaout un adsavidigezh welloc'h,
36reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon,
37meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c'hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec'hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset,
38int ha ne oa ket ar bed dellezek anezho, o kildreiñ el lec'hioù distro ha war ar menezioù, e mougevioù ha toulloù an douar.
39Ar re-se holl, o vezañ kavet un testeni mat dre o feiz, n'o deus ket degemeret ar madoù prometet,
40Doue o vezañ pourvezet un dra bennak gwelloc'h evidomp, evit na zeujent ket hepdomp d'ar barfeted.